Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/25

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ar goueliou brasa euz ar bloaz, abalamour da genver ann deiz-ma e oue galved ar baianed, evit ar vech genta, da sklerijenn ar feiz. Ann tri roue a deuaz da Vethleem da adori ar Mabik Jezuz a ioa euz a eur vro baian, ha paianed ho-unan ken na blijaz gant Doue rei d’ezho da anaout ginivelez hor Zalver. Ho hano a ioa Melkior, Gaspar ha Balthazar : Melkior oa ar c’hosa, Gaspar ar iouanka, ha Balthazar oa ar morian ; rak ar brud zo bet a bep amzer ez oa eur morian enn ho zouez. Ann dra-ze a zo kaoz ma kreder e teuent euz a gostez ann Arabii pe ann Ethiopii, hag ar pez a ro muioc’h a nerz d’ar gredenn-ma eo abalamour n’oa ket a labour ouspenn daouzek pe drizek devez da vont ac’hano da Vethleem gant kanvaled, var bouez ober d’ar re-ma bale. Pa ouent distro d’ar gear, ann tri Roue a oue mall gantho embann epeb leac’h ar pez o doa guelet gant ho daoulagad ho-unan. Kounta a reer oant beo c’hoaz pa’z eaz ann abostol sant Thomas da brezeg ann Aviel er c’hosteziou-ze. Thomas ho badezaz, a roaz d’ezho ar zakramant a gonfirmasion, hag ho c’hemeraz ganthan evithe zikour enn he labouriou abostolik. Ann tri brins euruz-se, galvet da genta, dreist ann holl baianed all, da adori Mab Doue en em c’hreat den, a echuas ho buez dre ar verzerenti. Ho c’horfou santel a oue kaset divezatoc’h da Gonstantinopl, ac’hano da Vilan, hag erfin euz a Vilan da Gologn, el leac’h m’ho mirer c’hoaz hirio gant kalz a respet.


SONJIT ERVAD

Hor bro-ni, Breiz-Izel, a ioa paian ive araok donedigez hor Zalver. Gant pebez joa eta ha gant pebez anaoudegez vad ne dleomp-ni ket selebri ar gouel kaer-ma ! Trugarekaomp ann Aotrou Doue evit ar vadelez en deuz bet da lakaat sklerijenn ar feiz da bara var hor bro, ha poaniomp da gerzet bepred dre ann hent a ziskouez d’eomp ar sklerijenn-ze ; evel ma poaniaz guech all ann tri roue euz ar Zao-Heol da heul ann hent a verke d’ezho ar steredenn mirakuluz.