Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/24

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

enn ho raok, hag ho c’hasaz etrezek ar Judee ha betek kear Jerusalem. Mes pa errujont eno, ne veljont mui ar steredenn-ze. Neuze ez ejont dre ruiou kear enn eur c’houlenn ouz ann holl : « E pe leac’h ema ar roue a zo nevez ganet d’ar Iuzevien ? Rak guelet on euz he steredenn e kostez ar Zao-Heol, ha raktal oump deuet d’he adori. »

O veza klevet menek a gement se, ar roue Herodes a oue nec’het-braz, ha tud Jerusalem ken nec’het hag hen. Herodes a c’halvaz d’he balez prinsed ar velein hag ann doktored euz al lezenn, evit goulenn outho e pe leac’h e tlie genel ar Christ pe ar Mesias. Hi a respountaz dioc’htu : « E kear Bethleem, var douar Juda. Rak, emezho, skrivet eo e levr ar prophet Michee : Ha c’houi, Bethleem, douar Juda, n’e ket c’houi eo ann distera euz a geariou Juda ; rak ac’hanhoc’h-hu e teuio ann hini a dle ren var Israel, va fobl. »

Neuze Herodes a gasaz dre guz kemennadurez d’ann tri roue divroad da vont d’he gaout, ha pa ouent erruet dirazhan, e lavaraz d’ezho : — « It ha klaskit mad ar bugel-se, ha p’o pezo he gavet, deuit d’hel lavaret d’inn evit ma’z inn ive d’he adori. » Var gement-se, ann tri roue euz ar Zao-Heol a gimiadaz dioc’h Herodes, hag a guiteaz Jerusalem.

Hogen, pebez joa evitho pa veljont ar steredenn mirakuluz o kerzet adarre enn ho raok, hag o kendelc’her d’ho hencha ken na jomaz a za azioc’h al leac’h m’edo ar c’hrouadur a glaskent ! Ann tri roue a gavaz eno ar Mabik Jezuz gant ar Verc’hez Vari ha sant Joseph, ha raktal ec’h en em strinkchont d’ann douar evit he adori. Goudeze e tispakchont ann traou abriz a ioa deuet gantho euz ho bro, hag e rojont d’ezhan aour, ezans ha mirr, evit diskouez hen anavezent er memes amzer evit ho Roue, ho Doue hag ho Zalver.

Enn noz varlerc’h, e oue kemennet d’ezho, a berz Doue, arabad oa mont mui da gaout Herodez : kemeret a rejont eta eunn hent all evit distrei d’ar gear.

Setu aze euz a betra e ra ann lliz ar memor dre ar gouel hirio. Ann Iliz e deuz lakeat ato ar gouel-ma e renk