Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/168

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Mar fell d’ehoc’h eta beva chast, kemerit skouer dioc’h sant Kasimir. Beillit bepred var hoc’h holl skianchou : eur zell hebken a zo aoualc’h evit ho lakaat da goueza er pec’hed. Difizit ac’hanhoc’h hoc’h-unan, bezit aketuz d’ar bedenn, tostait aliez ouz ar zakramanchou, grit d’ho korf dioueret ar pez a c’hellfe kreski nerz ho techou fall, bezit devot d’ar Verc’hez, ha dreist peb tra pellait dioc’h ar plasou hag ar c’houmpagnuneziou el leac’h ma veach e riskl da goll ar gened euz hoc’h ene.




ar pemped devez a viz meurs


SANT IANN-JOSEPH AR GROAZ
————


Iann-Joseph a ioa ganet er bloaz 1654, da c’houel Maria-Hanter-Eost, enn eunn enezenn a rouantelez Napl. Diskouez a reaz a-vihanik petra dlie beza divezatoc’h; rak dija d’ann oad-se e tremene he holl amzer o pedi, o studia hag o vizita ann ilizou. Eunn devosion vraz en devoa ive evit ar Verc’hez Vari; bemdez e lavare he offis, ha bep sadorn e iune enn he henor divar bara ha dour. Rei a eure c’hoaz neuze eur merk kaer a basianted. Unan euz he vreudeur o veza skoet ganthan var ar ru, ar c’hrouadur paour? e leac’h en em glemm, en em daolaz d’ann daoulin e kreiz ar pri da lavaret eur Bater evit he vreur.

Pa oue deuet da baotr iaouank, Iann-Joseph a zavaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h; mes nec’het oa o klask gouzout e pe seurt Urs en em lakaat. Ober a reaz eunn navet evit anaout bolontez Doue, ha da fin ann naved e velaz sklear oa galvet da vont enn Urs sant Fransez, digaset d’he stad kenta gant sant Per a Alkantara. Raktal e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent o doa ar venac’h euz ann Urs-se e Napl. Resevet e oue, hag a benn eur miz ha pemp devez, e oue guisket d’ezhan sae ann Urs. Ar zae-ma a hanve he zae a eured, hag epad ar pevar bloaz ha tri-ugent ma vevaz goudeze, ne falvezaz d’ezhan morse chench anezhi. Evelse oa ken takounet abarz ar fin ma oue leshanvet ar Zant ann Tad Kant-Pensel.