c’hez ato etre he zaouarn. Ar c’hantik latin-ze a zo bet troet e brezounek, hag a zo anavezet mad enn hor bro. Setu ama ar c’houblad kenta hag ann diskan anezhan :
O va ene, kanomp bemdez
Da Vari meuleudiou ;
He oberiou, he holl buez
A zo leun a vurzudou.
Diskan :
Gloar da Vari ha meuleudi !
Pebez burzud evuruz !
Mari guerc’hez
Ha mamm ivez,
Guerc’hez ha mamm da Jezuz !
Sant Kasimir a ioa ive leun a garantez evit he nesa, ha kement a druez en doa ouz ar re a vele er boan pe enn dienez, kement e klaske ober vad d’ezho, ma oue hanvet Tad hag Alvokad ar beorien hag ann dud reuzeudik. Mes he galoun a ioa rannet o sonjal ez oa c’hoaz chismatiked e rouantelez Pologn. Alia a reaz eta he dad da zougen eul lezenn evit miret ouz ar chismatiked-se da zevel templou nevez ha da rapari ar re goz, a ioa dija kouezet enn ho foull. Ar roue he dad a heuliaz he ali, hag al lezenn a oue douget evit brasa mad ar relijion gatholik.
Ar prins santel-ma a ioa o ren he bemp bloaz var’nn ugent pa oue skoet gant eur c’hlenved hag a lamaz he nerz diganthan a nebeudou. Rei a eure he-unan da anaout pe da zeiz ha da be heur e tlie mervel, ha d’ann deiz merket, pevar a viz meurs 1483, e tremenaz sioul goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eunn devosion vraz, hag epad m’edot o kana salmou enn dro d’he vele. Goude he varo, Doue a ziskleriaz he zantelez dre eur maread miraklou.
Ar vertuz a burete a ra d’ann den var ann douar beza henvel ouz elez Doue er baradoz. N’oc’h euz ket kaeroc’h tenzor er bed-ma, tud iaouank, eged ar burete-ze ; mes arabad e d’ehoc’h sonjal e c’hellfac’h he miret heb poan. Tentet e viot noz-deiz, hag ar bed, ar c’hig hag ann droug-speret ne lezint repoz ebed ganeoc’h e kenver ar poent-ma.