Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/127

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet



ar c’houezekved devez a viz c’houevrer


SANT ONESIM, ESKOP HA MERZER
————


Onesim a ioa ganet enn esklavach : e kear Kolos, enn Azii-Izella, edo o chom. He vestr hanvet Philemon, a ioa bet gounezet d’ar feiz gant ann abostol sant Paol, hag abaoue oa deuet da veza mignoun braz d’ann abostol-ma. Bep tro ma’z ea da Golos, sant Paol a ziskenne e ti Philemon.

Onesim, araok beza kristen, ne oa nemed fallagriez enn he gorf. Enn despet d’ezhan e laboure, ha ne zonje nemed enn eunn dra: en em denna euz ar stad a esklavach. Eunn devez e laeraz he vestr, ha goudeze e tec’haz kuit. Ne oue ket pell evit dispign ar pez en doa laeret. Neuze ec’h en em lakeaz da redet bro, hag abarz ar fin ec’h erruaz e Rom : Doue a ioa eno ouz he c’hortoz.

D’ann ampoent-se sant Paol a ioa kaptiv e Rom, da lavaret eo, stag var bouez eur jadenn ouz eur zoudard hag a ioa karget da deuleur evez anezhan ; rak n’oa ket dalc’het er prizoun ; mont ha dont a c’helle dre ruiou kear, nemed e veze ato ar zoudard oc’h he heul. Eunn droiad Onesim en em gavaz ganthan hag a gountaz d’ezhan he histor ; rak anavezet en doa dioc’htu ann abostol evit beza he velet meur a vech e ti he vestr.

Sant Paol a gemeraz truez ouz ann esklav paour. Diskouez a reaz d’ezhan peger grevuz oa ar faot en doa great, he gelenn a eure var guirioneziou ar relijion ha goudeze her badezaz. Onesim a jenchaz raktal evel eunn all enn he blas, hag a deuaz da veza eunn diskib fidel d’ann abostol. Hema her c’harie evel he vab, hag Onesim, dioc’h he gostez, a garie sant Paol evel he dad.

Sant Paol en doa c’hoant da zelc’her Onesim ganthan; mes ne falvezaz d’ezhan ober netra e kenver ar poent-ma heb asant Philemon. Kas a reaz eta ann esklav dizertour enn dro da di he vestr, enn eur bedi Philemon da