Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
28 a C’henver
sant julian, eskop

d’ar pevarzek a viz guengolo euz ar bloaz 407, enn eur lavaret ar c’homzou-ma : « — Doue ra vezo meulet e peb tra! »

E Konstantinopl e oue neuze eur barr-kazarc’h spountuz, ha d’ar pevare devez goude e varvaz ann impalaerez.

Ouspenn ar prezegennou hag ar zarmouniou kaer en deuz lezet dre skrid, hag azo kaoz m’eo leshanvet Teod aour, sant Iann Krizostom en deuz great c’hoaz meur a levr all evit kelennadurez ann dud fidel.

kenteliou sant iann krizostom

Da genta. — N’ez euz vertuz ebed hag hon tosta muioc’h ouz Doue eged ann dousder : bugale Doue a zo dous ha leun a vadelez

D’ann eil. — Ann nep ne zifenn ket ar virionez pa dle hen ober, hag ann nep ne gred ket he lavaret, o deuz ker braz pec’hed hag ann hini a lavar gevier.

D’ann trede.— Ar c’horf en deuz poan o iun hag oc’h ober pinijenn ; mes ann ene a gav eno he joa hag he euruzded.

D’ar pevare. — Aoualc’h a zrouk a ra ann hini ne ra ket a vad

D’ar pemped. — Ann nep ne glask nemed plijout da Zoue ha labourat evit he c’hloar ne ra ket a fors pe hen a vezo henoret pe hen a vezo disprijet gant ann dud.





ann eizvet var ’nn ugent a viz genver


SANT JULIAN, ESKOP
————


Sant Julian, abostol ha kenta eskop ar Mans, a ioa ganet e Rom var dro eur bloaz var ’nn ugent goude donedigez hor Zalver. Ar pab sant Klemant her sakraz eskop, hag hen digasaz e Frans da brezeg ar feiz. Eur belek hag eunn avieler a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan.

Goude beza great eur pennad mad a hent, ec’h errujont ho zri e kichen kear ar Mans. Hogen, tud ar gear-ma o doa neuze mil boan o klask kaout dour da eva. Julian, o veza gouezet ann dra-ze, a blantaz he vaz enn douar enn eur ober eur bedenn da Zoue, ha kerkent e sinklaz eunn eienenn grenv a zour sklear euz al leac’h m’en doa plantet he vaz.

Ar gouarner, o veza klevet hano euz ar pez a ioa