Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/77

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 a C’henver
69
sant iann krizostom, eskop ha doktor

digez ann eneou, ann impalaerez Eudosii a gemeraz kaz outhan. Ann impalaerez-se, stag he c’haloun ouz ann arc’hant, e devoa klasket ober gaou ouz diou intanvez ; mes Iann Krizostom en doa difennet guir ar re-ma, hag abaoue, ar brinsez ne c’helle mui he c’houzanv. O veza ma rea ar pez a garie euz ann impalaer, he fried, Eudosii a lakeaz koundaoni ar Zant d’ann harlu, da lavaret eo, da veza kaset er meaz euz a gear hag er meaz euz ar vro.

Mes enn noz varlerc’h e oue e Konstantinopl eur c’hren douar hag a bilaz lod euz a balez ann impalaer. Eudosii a oue ker spountet ma skrivaz raktal d’ar Zant evit he bedi da zont enn dro. Pa glevchont lavaret oa erru, tud kear a redaz holl d’he ziambroug, goulou var elum gantho enn ho dorn evit ober henor d’ezhan.

Goulskoude, ar peoc’h ne badaz ket pell adarre. Var eur piller, tost d’ann iliz kathedral, oa nevez savet patrom ann impalaerezenn arc’hant, ha dirak ar patrom-ze e oue great c’hoariou hag a lakeaz ar bobl da goueza e meur a zizurs. Iann Krizostom a brezegaz a enep ar c’hoariou-ma gant he hardisegez ordinal. Neuze Eudosii a ieaz drouk ennhi goasoc’h eget biskoaz, hag ar Zant a oue koundaonet d’ann harlu evit ann eil guech. Kerkent e oue guelet a bep tu peorien hag intanvezed o vouela d’ho zad.

Iann Krizostom a oue kaset da genta da gear Kukuz enn Armenii, ha ne c’houfe den koumpren pegement a boan en devoue o vont di. Petra bennag m’edo ann derzienn ganthan ha m’en devoa eur stomok fall, e veze great d’ezhan bale e kreiz ann deiz enn despet d’ar c’hor a ioa d’ar mare-ze euz ar bloaz (ann dra-ma a ioa da viz gouere), ha pa deue ann noz ne veze ket lezet da gousket. Lavaret en deuz he-unan e oue gras ganthan pa erruaz e Sesaree, abalamour ma kavaz eno eur banne dour sklear hag eunn tamm bara ha n’oa ket louet.

Tremen a eure ar goanv e Kukuz, hag enn hanv varlerc’h e teuaz urs d’he gas da eur gear all hag a ioa er penn pella euz ar rouantelez, var bord ar Mor Du. Mes ne c’hellaz ket mont betek eno. Mervel a reaz enn hent,