Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/704

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
696
14 a Here
sant kallist, pab ha merzer


Ar roue santel-ma en doa great veu da vont da bardouna da Rom. Mes ar pab hen dispansaz euz ar veu-ze var bouez ma lakaje ann arc’hant en devije dispignet o vont da Rom da zevel eur gouent hag eunn iliz nevez e Westminster enn henor da zant Per. Pa oue echu ann iliz-ma, e oue great ann dedi anezhi gant eur zolanite vraz. Mes ar roue a renkaz mont d’he vele kerkent ha ma oue distro d’he balez, ha goude beza resevet he zakramanchou gant eur feiz beo, e varvaz leun a veritou d’ar pemp a viz genver euz ar bloaz 1066, oajet a bevar bloaz hatri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma n’ez ea morse drouk ennhan, ha c’houi marteze a ia drouk ennhoc’h evit ann distera tra. Goulskoude, ma karfac’h koumpren, n’e ket oc’h egari hag o pennfolli, evel eunn diskiant pe eunn diskiantez, eo e lakeot ann traou pe ann dud da jench. Red e d’ehoc’h poania da drec’hi ann tech fall-ze enn eur voustra var ho kaloun pa zantot anezhi o lammet gant ar vuhanegez, hag enn eur devel ken na vezo tremenet ar barr. Goudeze e c’hellot difenn ho kuir dre gaer mar d-euz great gaou ouzhoc’h, ha kelenn gant dousder ar re o deuz great pe lavaret ar pez a zo displijet d’ehoc’h.




ar pevarzekved devez a viz here


SANT KALLIST, PAB HA MERZER
————



Kallist a ioa ganet e Rom, hag a oue choazet evit pab goude merzerenti sant Zephirin. Ar gristenien a veve e peoc’h d’ann ampoent, hag ar pab nevez a gemeraz tro ac’hano da zevel eunn iliz enn henor d’ar Verc’hez enn tu all d’ar ster a reer ann Tibr anezhi. Meur a iliz all a oue savet c’hoaz d’ar memes mare ; mes ann holl ilizou-ze a oue pilet d’ann traon pa zirole adarre ar bersekusion.

Ar pab-ma a greskaz ive eur vered goz el leac’h ma’z euz bet enterret merzerien a villerou, hag ar vered-se a