Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/703

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 a Here
695
sant edouard, roue

e labouraz da genta da rapari ann drouk o devoa great ann Danemarkiz.

Ar re-ma o doa pourmenet e peb leac’h ann tan hag ar c’hleze ; ann ilizou a ioa bet devet gantho, ar c’houenchou diskaret, hag ann eskibien kaset kuit euz ho eskoptiou. Edouard a c’halvaz dioc’htu ann eskibien da zont enn dro, hag a reaz sevel ilizou ha kouenchou nevez e plas ar re a ioa bet devet pe freuzet.

Goudeze e roaz d’he zujidi lezennou leun a furnez evit lakaat adarre ar relijion, ar peoc’h hag ann urs vad da ren e kement korn a ioa enn he rouantelez, hag al lezennou-ze a zo bet respetet hed ar vech gant ar Zaozon. Biskoaz Bro-Zaoz ne oue eurusoc’h eged enn he amzer. Enn aoun e veze ato na vije re vec’hiet ar bobl, ha morse ne veze joaiusoc’h eget p’en deveze goullonderet tenzor ar palez evit pourvei da ezommou ann dud keiz. Abalamour da ze oa hanvet tad ann emzivaded hag ar beorien.

He zujidi o doa c’hoant e timezche, hag abarz ar fin e sentaz outho. Mes araok ann eured ec’h en em glevaz gant ann hini en doa choazet evit pried da veva ho daou evel breur ha c’hoar ; rak pell a ioa en doa great veu a jastete. He garantez evit Jezuz-Krist e sakramant ann aoter a ioa ken tener ma veritaz he velet avechou epad ann offerenn dindan furm eur bugel hag a ioa koant evel ann deiz ha laouen evel ann heol.

Edouard en doa ive eunn devosion vraz evit ar Verc’hez, hag evit sant Per ha sant Iann Avieler. Ne vanke morse da rei eunn dra bennag d’ar re a c’houlenne ann aluzenn diganthan enn hano ar zant-ma. Eunn devez, sant Iann he-unan a astennaz he zorn d’ezhan dindan furm eur paour keaz goloet a druillou, hag enn eur lavaret evel ar beorien all : « — Eunn draik bennag, mar plij, enn hano sant Iann. » Hogen, ar roue n’oa ket eur guennek enn he c’hodell d’ann ampoent. Petra reaz neuze ? Lamet ar voalenn aour a ioa ganthan var he viz hag he rei d’ar paour keaz. Prest goude, sant Iann a zigasaz ar voalenn aour-ze enn dro, enn eur ziskleria da Edouard oa dija tost he heur diveza.