Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/701

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 a Here
693
sant seraphin


Manukchi en doa eur verc’h hag a dremene he holl amzer enn he c’hambr o pedi hag o lenn levriou devot. Eunn devez, Felis a lavaraz d’ann dimezell-ze : « — Na c’houi zo euruz abalamour ma c’houzoc’h lenn ! Evidon-me ne c’houzounn ket siouaz ! hag evelato em euz c’hoant d’en em denna enn eunn ermitach bennag evit ober pinijenn epad ann nemorant euz va buez. » « — Pinijenn aoualc’h a rit er stad m’emaoc’h, » eme ann dimezell.

« — Guir eo, eme ann darbarer, kalz poan am euz ; mes muioc’h a garfenn da gaout c’hoaz. » « — Mad, eme ann dimezell, mar fell d’ehoc’h kuitaat ar bed, perak ne c’houlennit ket beza resevet enn eur gouent bennag ? Er c’heariou divar dro ama ez euz meura gouent euz a Urs sant Fransez ; evelse, e Tolentino ez euz unan: it di da velet. »

Felis a zentaz hag a ieaz da Dolentino ; mes superior ar gouent a lavaraz d’ezhan e raje guelloc’h o chom er gear da zikour he vamm p’e guir houma a ioa paour. Pa zistroaz ac’hano da vourg Loro, e klevaz a bep seurt rebechou gant he vreur, ha bez’en devoue zoken eur zaead vazadou.

Mes ne fallgalounaz ket evit kement-se, ha d’ann oad a drivac’h vloaz e oue resevet erfin e kouent Iesi. Oh ! na kaera deiz a oue evithan ann devez ma viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Fransez ! He ene a oue beuzet enn eur mor a joa, ha neuze ive oue roet d’ezhan ann hano a Zeraphin.

Evit guir, beva a eure er gouent kentoc’h egiz eur seraphin eged egiz eunn den. Bez’e oue evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou, ha dreist peb tra eur skouer a binijenn, a humilite, a basianted hag a zevosion. Doue, dioc’h he gostez, a gargaz he zervicher a c’hrasou dispar. Evelse, ouspen m’en doa ann donezoun a viraklou, ar Zant a c’helle c’hoaz lenn ar pez a ioa muia kuzet e goeled ar galoun, ha rei da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont.

O veza kouezet klanv, e c’houlennaz dioc’htu he zakramanchou diveza, petra bennag n’oa doare ebed e vije ar