Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/700

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
692
12 a Here
sant seraphin

pec’hed, hag ar c’henteliou-ze a ieaz doun e kaloun ar paotrik. He vrasa plijadur enn he vugaleach oa mont d’ann offerenn ha d’ann offisou all euz ann iliz.

Pa oue enn oad da c’hounit he voued, Felis a oue kaset da zervicha enn eunn ti var ar meaz, hag eno e oue karget da ziouall ann denved. Hogen, mar d-oa aketuz da deuler evez euz he zenved, oa aketusoc’h c’hoaz da veilla varnhan he-unan gant aoun na deuje da zaotri he ene dre eur pec’hed bennag. Merket en doa furm eur groaz var groc’henn eur vezenn zero, ha dirak ar groaz-se e lavare aliez d’he Zalver Jezuz : « — O va Jezuz, me ho trugareka abalamour m’oc’h euz va lakeat da c’henel paour eveldhoc’h. N’em euz avi ebed ouz madou ann douar, ha ne c’houlennann nemed ober ar pez a blij ar muia d’ehoc’h ha kerzet bepred var ho roudou. »

Mes, etre daou, e varvaz he dad, hag e tistroaz d’ar gear evit sikour he vamm ha deski ar vicher a vansouner gant he vreur ; rak bez’en doa eur breur kosoc’h evithan, he hano Silensius, hag hema en doa dija brud da veza eur mansouner euz ar re vella. Mes eur goall den oa a hent all, hag e leac’h servichout da dad da Felis, ne oue evithan nemed eur bourreo.

He gemeret a eure da genta da zarbarer, hag ober a rea d’ezhan dougen beac’hiou hag a ioa dreist he c’halloud. Mes ar paotrik a zonje e pasion he Zalver Jezuz, ha n’en em glemme ket. Avechou he vreur hen lakea er meaz euz ann ti a daoliou treid ; neuze ar paotrik, heb lavaret eur ger na klask en em zifenn, en em denne enn eur c’horn-tro bennag da bedi Doue. Avechou all Silensius ne roe ket he goan d’ezhan, goude m’en deveze labouret a laz-korf epad ann deiz ; mes ar paotrik a ioa boaz da iun teir guech er zizun eunn nebeut bloaveziou a ioa, ha n’en em glemmeket euz ann dra-ze ken nebeut.

Theodora a ioa rannet he c’haloun o velet ar vuez a rea he mab kosa d’ar iaouanka ; mes he anken a greskaz c’hoaz pa glevaz lavaret e tlient mont ho daou da vourg Loro da zevel eunn ti nvez da eur bourc’hiz hanvet Manukchi. Goulskoude, pa erruaz eno gant he vreur, Felis ne oue ket abandounet gant Doue.