ken dishenvel oa dioc’h kent : hi, livet ker brao epad he buez, a ioa brema distrounket-holl hag heuzuz da velet.
Borjia a lavaraz neuze ennhan he-unan : « — E pe leac’h ema ann daoulagad-se a ioa kellemm n’euz ket c’hoaz pell ? Petra eo deuet da veza ann divoc’h-se ker fresk ha ker koant, ar gened-se n’en doa ket he bar ? Hag hounnez eo ann introun Izabel, va mestrez ha va rouanez ? » Enn eur gomz evelse, e reaz he zonj d’en em rei holl da zervich Doue mar chomje beo varlerc’h he bried.
Etre daou e oue hanvet da c’houarner er C’hatalogn, hag er garg-ma e veve dija evel eur manac’h enn he gouent. Ar pez a glaske dreist peb tra oa en em zantifia bemdez muioc’h-mui dre ar bedenn, ar iun hag ann aluzenn ; mes kement-se ne vire ket outhan da veza fidel da holl zeveriou he stad. Dalc’h-mad e poanie da lamet ar giziou fall euz ar vro, da ziarbenn ann dizursiou, da zifenn guir ha tra peb hini, ha da lakaat ar peoc’h hag ar justis da ren e peb leac’h.
He bried o veza deuet da vervel, Fransez a jomaz c’hoaz pevar bloaz er bed evit pourvei da fortun he vugale ha studia ann theoloji ; mes da fin ar pevar bloaz-se ez eaz enn Urs ann Tadou Jezuisted. Daou-ugent vloaz oa d’ann ampoent. Er bloaz varlerc’h e oue beleget, hag e lavaraz he offerenn genta e chapel maner Loiola.
Goudeze ec’h en em dennaz enn eunn ermitach a ioa e kichen kear Ogaat, hag eno he vrasa plijadur oa mont da glask ann aluzenn er c’heriadennou divar dro, ha deski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale baour. Rak, petra bennag ma kastize ive he gorf dre binijennou kalet, ann humilite oa c’hoaz goulskoude ar vertuz remerket ennhan ar muia, ha ne roe morse d’ezhan he unan nemed ann hano a bec’her.
Goude beza prezeget gant kalz a frouez er Spagn hag er Portugal, Fransez a oue hanvet da zuperior jeneral euz he Urs, ha gouarn a eure he Vreudeur gant kement a furnez hag a zantelez ma’z oa karet hag istimet gant ann holl. Erfin, o veza kouezet klanv e Ferraar, e teuaz