Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/695

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 a Here
687
sant fransez borjia

eta ha roomp meuleudi d’ezhan da zeiz he c’houel ; mes poaniomp dreist peb tra da gerzet bepred var he roudou enn eur veva hervez lezennou ann Aviel, ha nann hervez lezennou pe genteliou ar bed.




ann dekved devez a viz here


SANT FRANSEZ BORJIA
————



Ar zant-ma a ioa ganet e Spagn, ha mab d’ann duk a Gandii ha d’ar brinsez Janned a Aragon. He dad hag he vamm ne espernjont netra evit he zevel e doujans Doue ; mes a veac’h oa dek vloaz pa varvaz he vamm. Dre chans en devoa eunn eontr hag a ioa arc’heskop e Saragos. Ann arc’heskop-ma en em gargaz anezhan neuze, hag hen lakeaz etre daouarn mistri habil ha vertuzuz.

D’ann oad a zeitek vloaz e oue kaset da balez ann impalaer Charles Pemp. Hogen, o veza ma’z oa eunn den iaouank a zoare, leun a spered ha laouen e kenver ann holl, Fransez a ioa eno e riskl d’en em goll. Mes var evez e veze bepred evit en em ziouall diouz ar pec’hed, ha miret a rea ato he ene iac’h hag he galoun pur dre he aked da dostaat aliez ouz ar zakramanchou ha da c’houlenn sikour digant ar Verc’hez.

Evit senti ouz ann impalaerez Izabel, e timezaz d’ar brinsez Eleonora a Gastro, ha Doue a vennigaz ann dimezi-ze enn eur rei eiz krouadur d’ann daou bried nevez. Mes maro ann impalaerez a lakeaz Borjia da gemeret donjer ouz ar bed.

Izabel a ioa bet sammet e kreiz he brud, ha Fransez a oue karget da gas he c’horf euz a gear Toled da gear Grenad el leac’h ma tlie beza enterret. Enn eur erruout er gear-ma, e roaz urs da zigeri ann arched ; mes kerkent e teuaz anezhan eur c’houez ker krenv ma ne c’helle den he c’houzanv. Goudeze, pa oue dizoloet penn ann impalaerez, ann holl o devoue beac’h oc’h he anaout,