Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/651

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 a Vengolo
643
sant eustach hag he goumpagnunez

ne oue great drouk ebed d’ezhi ken nebeut, hag Eustach he-unan erfin enn eur geriadenn el leac’h ma oue karget da ziouall ann douarou a ioa d’ar geriadenn-ze. Petra bennag n’edo kel he vugale goall bell diouthan, ne glevaz menek ebed anezho, nag hi anezhan, epad ar pemzek vloaz ma chomaz eno.

Etre daou, ann impalaer Trajan a reaz klask Eustach e kement korn a ioa enn he rouantelez evit he lakaat adarre e penn ann arme. Kavet e oue abarz ar fin, ha gounit a eure eur viktori euz ar re gaera enebourien ar vro.

Hogen, he zaou vab a ioa ive enn arme, hag hen ne c’houie dare ; rak kredi a rea ato oant bet debret gant al loaned gouez. He c’hreg eo ho anavezaz da genta ; rak he c’hreg a ioa o chom e kichen tachenn ann emgann, hag ann daou vreur soudard a ioa bet kaset di da loja. Raktal, heb lavaret netra d’ezho, ez eaz he-unan d’en em rei da anaout d’ar c’habiten, ha goudeze e teuaz da gerc’hat ann daou baotr iaouank evit ho diskouez d’ho zad. Eustach a vriataz he zaou vab gant karantez, ha setu he galoun karget adarre a joa goude beza bet beuzet epad keit amzer enn eur mor a c’hlac’har hag a anken.

Pa zistroaz da Rom, ann impalaer Adrian hen digemeraz gant ar brasa henor (ann impalaer Trajan a ioa dija maro d’ann ampoent). Mes, Adrian o veza ordrenet kinnig eur sakrifis d’ann doueou evit ho zrukarekaat, Eustach ne d-eaz ket d’ar sakrifis-se. Ann impalaer her galvaz evit goulenn outhan perak n’oa ket eat, hag ar c’habiten a respountaz dioc’htu oa kristen ha ne adore nemed ar guir Doue, en deuz great euz a netra ann env hag ann douar. Adrian a zavaz kounnar ennhan o klevet ar respount-se, hag a goundaonaz Eustach da veza lakeat asambles gant he c’hreg hag he zaou vab, e kof eunn taro houarn hag a vije great eunn tanteziad tan dindanhan. Evelse ec’h echuaz ar pevar merzer ho buez d’ann 20 a viz guengolo euz ar bloaz 120.


SONJIT ERVAD

Doue ne abandoun morse ar re a laka ho holl fizians enhan, hag a zo prest ato d’en em rezina d’he volontez. Histor Job guech all ha