Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/650

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
642
20 a Vengolo
sant eustach hag he goumpagnunez

krouet ann env hag ann douar, hag a zo en em c’hreat den, a zo maro var ar groaz, a zo bet lakeat er bez hag a zo savet euz a varo da veo, a benn tri devez goude, evit savetei ar bed holl. » Neuze Eustach a respountaz : « — Kredi a rann, Aotrou, kement tra a livirit. » « — Mad, eme ar vouez, it eta da gaout belek ar gristenien ha pedit-hen d’ho padezi. »

Enn eur erruout er gear, ar c’habiten a gountaz d’he bried ar pez a ioa c’hoarvezet ganthan, ha var dro hanter-noz ez eaz asambles ganthi hag asambles gant daou vab iaouank en devoa da c’houlenn ar vadiziant digant belek ar gristenien. Hema, o velet ho feiz, a vadezaz anezho ho fevar goude beza ho c’helennet eunn tammik var guirioneziou ar relijion.

Pa deuaz ann deiz, Eustach a ziqtroaz d’ar menez el leac’h m’oa bet o chaseal enn derc’hent. Eno hor Zalver en em ziskouezaz d’ezhan evit ann eil guech enn eur lavaret en devije kalz poaniou da c’houzanv, hag e vije lamet he holl vadou diganthan evel m’oa bet lamet he re guech all digant ann den santel Job. Ar c’habiten kalounek a respountaz : « — Me zo prest da c’houzanv ar pez a gerot, gant ma root d’inn ato nerz da zougen va c’hroaz. »

Heb dale he loaned hag he zervicherien a varvaz holl gant ar vosenn, ha goudeze al laeroun a reaz skrab ha rins enn he di enn eunn hevelep feson ne jome mui netra ganthan. Neuze e sonjaz treuzi ar mor evit en em denna en Ejipt gant he c’hreg hag he vugale. Pignat a reaz gantho enn eul lestr ; mes pa deuaz ar mare da ziskenn enn douar, n’en doa ket a arc’hant da baea ho flas hag he hini, ha mestr al lestr a zalc’haz he c’hreg da gred evit ar pez a vanket d’ezhan.

Setu eta Eustach dispartiet dioc’h he bried. Abarz nemeur e oue dispartiet ive dioc’h he zaou vab. Guelet a eure unan anezho o vont gant eur bleiz, hag egile o vont gant eul leon, a greiz m’edo o treuzi eur ster zoun evit dont da gerc’hat ann eil goude beza dija kaset ar c’henta enn tu all. Mes dre c’hras Doue ann daou baotr a oue saveteet ho buez d’ezho gant tud vad, hag ar re-ma a bourveaz goudeze d’ho holl ezommou. Greg Eustach