Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/647

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 a Vengolo
639
sant janvier hag he goumpagnunez

ann dud libertin dioc’h ar c’houez fall a gleve gantho, ha diouthan ha dioc’h he zillad e teue eur c’houez vad dudiuz hag a ziskoueze pegen neat oa he goustians.

Enn despet d’ann holl donezounou-ze en doa bet digant Doue, ar Zant a oue tentet gant ann drouk-spered enn eur feson rust ha kasauz. Mes treac’h e oue bepred d’he enebour dre he aket da veilla varnhan he-unan, dre he iuniou hag he binijennou a bep seurt, ha dre ma oa difennet dalc’h-mad gant ar Verc’hez Vari.

He garantez evit he nesa a rea d’ezhan labourat heb ehana evit silvidigez ann holl, braz ha bihan, kos ha iaouank, paour ha pinvidik. Var fin he vuez, e oue kaset gant he zuperiored euz ann eil gouent d’eben, hag ann dra-ze a oue avechou tenn meurbed evithan. Mes n’euz fors petra en deveze da c’houzanv, e veze ato laouen ha rezinet da volontez Doue. Mervel a reaz erfin e kouent Osimo, d’ann 18 a viz guengolo euz ar bloaz 1663, oajet a dri-ugent vloaz ha tri miz.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a zo bet tentet enn eur feson rust ha kasauz, petra bennag m’oa maro pell a ioa d’ar bed ha d’ezhan he-unan, ha m’oa bet karget gant Doue a zonezounou dispar. Ar brasa sent eo a vez ar muia tentet gant ann drouk-spered, abalamour ar re-ze eo en deuz ar muia ioul da c’hounit. Seul-vui ma’z oc’h tentet eta, seul-vui e tleit kaout fizians da veza e gras Doue. Rak ma vijac’h dija d’ann diaoul, hema ne gemerfe ket kement-se a boan evit ho tougen d’ar pec’hed. Red e d’ehoc’h goulskoude beza ato var evez, diouall da gounta re varnhoc’h hoc’h-unan, ha kendelc’her da c’houlenn sikour digant Doue ha digant ar Verc’hez.




ann naontekved devez a viz guengolo


SANT JANVIER HAG HE GOUMPAGNUNEZ, MERZERIEN
————



Janvier a ioa eskop e kear Benevant enn Itali d’ar mare ma tougaz ann impalaer Dioklesian eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Daou avieler euz a Bouzzool, ho