Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/646

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
638
18 a Vengolo
sant joseph a gupertin


Ann den iaouank keaz a oue glac’haret-holl pa oue lavaret d’ezhan ne vije dalc’het mui er gouent-se. Mes galvet oa gant Doue da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez, ha var bouez pedi hag aspedi, he vamm a obtenaz ma vije kemeret da baotr marchosi enn eur gouent all euz a Urs sant Fransez. Eno e c’hounezaz kalounou ann holl dre he humilite hag he zentidigez, hag heb dale he zuperiored her c’havaz din da viska sae ar Frered. Karet o devije zoken reseo anezhan e renk ann Tadou ; mes Joseph n’en doa ket great he studi hag he spered a ioa poud : penaoz e c’hellje-hen biken beza habil aoualc’h evit mont da velek ?

Gant gras Doue ha sikour ar Verc’hez e teuaz goulskoude a benn a gement-se, hag eur vech beleget ec’h en em strinkaz d’ann daoulin dirak he grusifi enn eur lavaret : « — Setu me, o va Doue, distag dioc’h ann holl draou krouet ; c’houi a vezo hiviziken va holl zenzor. » Evit guir, pell a ioa oa maro d’ar bed ha d’ezhan he-unan ; mes divar neuze n’e ket hebken he spered en em zave dalc’h-mad varzu Doue : he gorf a iea ive da heul he spered.

Ar guel euz ann tabernakl, euz ar groaz pe euz eunn imach bennag d’ar Verc’hez, ann hano hebken a Jezuz pe a Vari, lavaret dirazhan gant eunn all, a ioa aoualc’h evit he zibrada dioc’h ann douar hag he lakaat da zevel enn ear, avechou huel-huel. N’e ket a ganchou, mes a villerou, eo e c’heller kounta ann dud a bep stad hag a bep renk, eskibien, kardinaled, prinsed ha pabed zoken, a zo bet test euz eunn hevelep burzud, hag ar burzud-se a c’hoarveze ken aliez hag a bade keit ma’z eo diez lavaret e pe leac’h, pe var ann douar, pe azioc’hann douar, en deuz tremenet ar Zant al loden franka euz he vuez. Eur prins protestant euz ann Allemagn, o veza he velet eunn deiz o sevel enn ear evelse, en em ziskleriaz dioc’htu kristen katholik.

Joseph a lenne ive ar pez a ioa muia kuzet e goeled ar c’halounou ; digas a eure da zonj da veur a bec’her euz a bec’hejou o doa ankounac’heat, ha meur a hini all a lakeaz da ruzia divar benn stad ho ene. Anaout a rea