Eur mintinvez, var dro ar pevarzek a viz guengolo, ar Zant a ioa o pedi var gostez ar menez pa velaz eur seraphin o tiskenn euz ann env varzu ennhan. Ar seraphin-ze en doa c’houec’h askell ker skeduz hag ann tan, hag a nije evel ann avel Pa oue tost da Fransez, hema a remerkaz en doa doare eunn den hag a ioa he zaouarn hag he dreid astenned, ha stagouz eur groaz. Diou euz he c’houec’h askell a ioa savet azioc’h he benn, diou all dispaket da nijal, hag ann diou all erfin a c’holoe he gorf tro var dro.
Ar Zant a oue mantret o velet kement all, hag ar joa hag ar velkoni a c’hounezaz he galoun er memes amzer. Joa en devoa o velet eur seraphin oc’h en em ziskouez dirazhan evelse ; mes poan en doa ive o velet eunn imach hag a zigase da zonj d’ezhan euz he Zalver maro var ar groaz.
Goude beza kaozeet ganthan eur pennad evel gant eur mignoun, ar seraphin a ieaz kuit enn eur lezel enn he zaouarn, enn he dreid hag enn he gostez, ar merkou euz a bemp gouli hor Zalver. He zaouarn hag he dreid a ioa egiz treuzet gant tachou hag a velet ar penn anezho enn eunn tu hag ar beg enn tu all, hag enn he gostez ez oa eur gleizenn ruz hag a zivoade aliez.
Fransez ne espernaz netra evit kuzat ar burzud heb he bar en doa great Doue enn he genver. Bete neuze ne veze morse boutou ebed ganthan ; mes hiviziken e kemeraz eur re, hag hiviziken ive he zaouarn a veze ato goloet gant eunn dra bennag. Goulskoude, kaer en devoue, ar burzud-se a oue anavezet.
Dija, epad he vuez, meur a hini o doa guelet merkou ann tachou enn he zaouarn hag enn he dreid ; mes goude he varo ar merkou-ma a oue guelet gant ouspenn hanter-kant manac’h, gant santez Klara hag he leanezed, ha gant eur maread tud all. Ar gouli a ioa enn he gostez a oue guelet ive neuze ; mes araok zoken e c’houiet en devoa ar gouli-ze, dioc’h ar goad a veze oc’h he zillad dindan pa renke ho jench.
Biskoaz n’oa bet klevet hano a gement all enn amzeriou tremenet, ha setu perak, estreged ann offis a reer