Da genta. — Ar basianted hon laka da veza braz dirak Doue, hag hon dalc’h enn he c’hras.
D’ann eil. — Red eo enebi buhan-buhan ouz tentationou ann drouk-spered ; ne c’hortozit ket ma vezo deuet ar zarpant bihan da greski.
D’ann trede. — Ann humilite eo ar mean-diazez euz ar guir zantelez, hag ann ourgouill n’euz plas ebed evithan er baradoz.
D’ar pevare. — Eur follentez eo klask plijout d’ar bed ; rak, kaer o pe ober, ar bed en devezo ato eunn dra bennag da lavaret ac’hanhoc’h hag ho kaloun a vanko bepred eunn dra bennag d’ezhi, ha p’o pefe holl vadou ar bed.
aou vloaz araok he varo, er bloaz 1224, sant Fransez
a Asiz en em dennaz var menez Alvern enn Toskaan
evit ober eur iun a zaou-ugent devez enn henor da zant
Mikeal, arc’heal. Epad ann amzer-ze e veze dalc’h-mad
douget a spered betek ann env, hag he gorf zoken a veze
aliez dibradet dioc’h ann douar dre nerz ar garantez en
doa evit Doue.
Pa ne zave enn ear nemed ken huel ha penn eunn den, ar frer Leon, he goumpagnoun, a boke d’he dreid enn eur vouela hag enn eur lavaret : « — Va Doue, va Doue, dre veritou ar zant-ma o pet truez ouz eur pec’her paour eveldon-me, ha roit d’inn eul lodennik euz ho kras. » Pa ne c’helle ket tizout betek he dreid na zoken remerkout anezhan enn ear, ar frer Leon en em strinke d’ann daoulin hag a jome da bedi e leac’h m’en deveze he velet o sevel.
Klevet e veze o komz ouz Doue, avechou gant doujans hag enn eur grena, hag avechou all evel ma komz eur mignoun ouz he vignoun. Meur a dro ar frer Leon a remerkaz eur sklerijenn gaer ha dudiuz, hag e kreiz huanadennou Fransez ne goumprene nemed ar c’homzou-ma : « — Piou oc’h-hu, Aotrou, ha piou ounn-me ? »