Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/635

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 a Vengolo
627
sant maorill, eskop


Goulskoude, araok treuzi ar mor, e skrivaz he hano var eur garrek, hag eur vech el lestr e remerkaz en doa kaset ganthan alc’houeziou relegeier he iliz. Hogen, d’ann ampoent n’edo ket o sonjal, ann drouk-spered a lakeaz ann alc’houeziou-ze da goueza er mor, ha kerkent ar Zant a lavaraz enn eur vouela : « — Ma ne gavann ket va alc’houeziou, biken ne zistroinn da Anjer. »

Enn eur erruout e Bro-Zaoz, e viskaz dillad eunn devezour hag e c’houlennaz beza kemeret da jardiner e ti eunn dijentil euz ar vro. Kemeret e oue, ha Doue a vennigaz he labour enn eunn hevelep feson ma teue a bep seurt legumach enn he jardin.

Epad ann amzer-ze, tud a iliz ha tud fidel Anjer a ioa glac’haret-holl abalamour m’o doa kollet ho eskop. Kas a rejont pevar den d’he glask, hag ar re-ma a oue seiz vloaz o redet kement korn a ioa enn Europ, kouls lavaret ; mes, kaer o devoue, ne glevchont menek ebed anezhan e nep leac’h.

Evelato n’oant ket bet c’hoaz e Bro-Zaoz, he setu hi ha sonjal mont di ive. Epad m’edont enn aod o c’hortoz eul lestr, e lennjont ar c’homzou-ma var eur garrek : « Maorill, eskop Anjer, a zo tremenet dre ama er bloaz-m’ar bloaz ha d’ann deiz-m’ann deiz. » Ar gavadenn-ze a gargaz ho c’haloun a esperans, ha setu hi enn hent laouen-braz.

N’oant ket eat c’hoaz goall bell dioc’h ann douar pa lammaz eur pesk var bount al lestr enn eunn taol kount. Ar pevar beachour a oue souezet o velet kement all ; mes souezetoc’h e ouent c’hoaz o kaout e kof ar pesk-se alc’houeziou relegeier iliz Anjer. Da genta, o devoue aoun na vije kouezet ive ho eskop er mor ; mes enn noz varlerc’h eunn eal a lamaz ann nec’hamant-ma divar ho spered, ha pa ouent diskennet e Bro-Zaoz, ar memes eal ho c’hasaz var ehun da di ann dijentil el leac’h m’edo ar Zant.

Enn eur erruout er porz, e veljont Maorill eno, eur pakad legumach ganthan evit he vestr. Raktal ec’h en em strinjkchont d’he dreid enn eur bedi anezhan a dreuz ho daelou da zistrei d’he eskopti. Mes hen a respountaz,