Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/634

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
626
13 a Vengolo
sant maorill, eskop

ganthan e Rom, hag en doa c’hoant ive da vizita ann Douar Santel. Ar chaloni-ze o veza marvet er Palestin, Gi a zigasaz he vizou d’he genvreudeur a Anderlek, ha divar neuze ar re-ma a zalc’haz ar Zant enn ho zervich. Mes ne vevaz mui pell goudeze, ha Doue her galvaz davethan d’ann 12 a viz guengolo euz ar bloaz 1012. Eur maread miraklou a c’hoarvezaz var he vez, ha divezatoc’h e oue savet eno eunn iliz gant arc’hant ar re a ioa bet pareet o tont di da bardouna.


SONJIT ERVAD

Nag a dud a veler c’hoaz hirio o chench micher hag o vont divar ar meaz er c’heariou enn esper gounit muioc’h a arc’hant. Mes gant ann darn vuia anezho ec’h erru ive ar pez a erruaz gant sant Gi : e leac’h pinvidikaat, dont da veza paouroc’h eo a reont. Ouspenn-ze, aliez siouaz ! e kollont ho feiz, kaera tenzor o doa er bed-ma. Mar d-oc’h eta sur a vara enn ho micher, ha mar d-eo eaz d’ehoc’h ober ho silvidigez ennhi, ne d-it ket d’he zreki oc’h eunn all hag a c’hell ho lakaat da goueza er brasa dienez, ha beza kaoz d’ehoc’h d’en em zaoni.




ann trizekved devez a viz guengolo


SANT MAORILL, ESKOP
————



Maorill a ioa ganet enn Itali, hag a deuaz e Frans da zeski gant sant Martin ar feson da erruot enn huela pazenn euz ar zantelez. Sant Martin a roaz d’ezhan ann Ursiou sakr, ha goudeze ec’h en em dennaz enn Anjou ; eno e oue hanvet da bersoun e Chaloon. Divezatoc’h e oue choazet evit beza eskop enn Anjer, hag ober a eure he zever er garg-ma gant kement a aked hag a furnez ma c’hounezaz kalounou ann holl.

Eunn devez, eur c’hreg a lakeaz he glask da vont da rei ar gonfirmasion da eur mab d’ezhi hag a ioa goall glanv. O veza m’edo neuze o lavaret he offerenn, ne c’hellaz ket mont dioc’htu, hag etre daou ar c’hrouadur a varvaz. Ann dra-ze a reaz kement a boan d’ezhan ma lakeaz enn he benn n’oa ket din da veza eskop, ha setu hen ha kuitaat Anjer dre guz evit tec’het da Vro-Zaoz.