Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/628

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
620
10 a Vengolo
sant nikolas tolantin

tians. Mes kerkent ha ma vezo goulennet diganthan eunn dra bennag kountrol d’ar feiz pe gountrol d’he goustians, pe hebken eunn dra bennag hag a c’hellfe rei da gredi e kemer perz e-unan er vrezel a ra ar prins pe ar chouarnamant d’ar relijion, ann den-ze a dle en em ziskouez ha lavaret nann, e riskl da denna varnhan droulans ar prins pe ar c’houarnamant. Pec’hed eo ato asanti gant ar re a ra brezel d’ar relijion, pe ober ann neuz hebken da asanti gantho, abalamour ann dra-ma a ve rei skouer fall d’ann nesa. Red eo, eme ann abostol sant Paol, en em viret zoken dioc’h kement tra en deuz liou ar pec’hed, dioc’h Kement tra en deuz evit ar re all doare da veza pec’hed.




ann dekved devez a viz guengolo


SANT NIKOLAS TOLANTIN
————



Ar zant-ma a zo leshanvet Tolantin euz a hano ar gear el leac’h ma tremenaz ann darn vrasa euz he amzer hag el leac’h ma’c’h echuaz he vuez. Mes n’e ket eno oa ganet. He dad hag he vamm a ioa o chom enn eur bourg bihan tost da gear Fermo. Tud a zoujans Doue oant ho daou ; mes n’o doa ket a vugale, hag ann dra-ze a rea poan d’ezho. Eunn devez, he vamm a lakeaz enn he fenn mont da bardouna da japel sant Nikolas, eskop Mir, evit pedi ar zant-ma da obten evithi digant Doue ar c’hras da gaout eur c’hrouadur.

Raktal setu hi enn hent asambles gant he goaz. Hogen, ann daou bried a ioa ker skuiz pa errujont er chapel ma’c’h en em rojont da gousket eharz ann aoter. Mes sant Nikolas en em ziskouezaz d’ezho dre ho c’housk enn eur lavaret o devije ho goulenn. Evit guir, er bloaz varlerc’h o devoue eur mab hag a oue hanvet gantho Nikolas dre anaoudegez vad.

Nikolas a ioa dija eur zantik enn he vugaleach, hag ann dra-ze n’e ket souez ; rak ne vele dirazhan, euz a berz he dad hag he vamm, nemed skoueriou a zantelez. O veza klevet lavaret e iune he zant patroun teir guech er zizun d’ar mare ma’z oa c’hoaz bihanik, e falvezaz d’ezhan obar eveldhan azalek ann oad a zeiz vloaz. Dis-