euz da c’hortoz nemed eur maro kriz ha mezuz. » Kerkent Gorgoon a respountaz evithan he-unan hag evit Dorothee : « — Jezuz-Krist hor c’hennerzo dre he c’hras ; grit eta bolontez ho tad, mab ann diaoul ma’z oc’h.»
Raktal Dioklesian a reaz ho skourjeza enn eur feson didruez ken na oue distag ar c’hroc’henn dioc’h ho c’horf, ha goudeze e lavaraz skuill var ho gouliou guinegr ha c’hoalenn kemmesket enn eunn douez. Mes epad ann amzer-ze ann daou verzer a ioa bepred laouen evel ann heol, ha ne ehanent da veuli Doue.
Ann dra-ma a lakea ar vourrevien da egari goasoc’h-goaz, ha setu hi, goude beza kemeret kuzul ann eil digant egile, hag astenn Gorgoon ha Dorothee var eur c’hrill hag a ioa glaou beo dindanhi, evit rosta ho c’horf a nebeudou evel m’oa bet rostet korf sant Lorans. Mes ann daou offiser kristen a ioa eno egiz pa vijent bet var eur guele roz, hag a gendalc’he da veuli. Doue, enn eur lavaret : « — Ni ho trugareka, Aotrou holl-c’halloudek, abalamour m’oc’h euz hor c’havet din da c’houzanv eunn dra bennag dre garantez evidhoc’h. Ar moged a zao diouzomp varzu ennhoc’h a obteno d’eomp, ni a esper, ar pardoun euz hor pec’hejou, hag ar c’hras da gaout eur plas enn ho paradoz e kichen ho merzerien fidel. »
Abarz ar fin, ann impalaer Dioklesian, o velet ne c’helle ket beza treac’h d’ezho, ho c’houndaonaz da veza mouget. Ar vourrevien eta ho c’hasaz gantho d’al leac’h merket evit kement-se, hag ho lakeaz d’ar maro enn eur deuler eul las-kroug enn dro d’ho gouzoug. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 304. Ann dud fidel a enterraz ho c’horfou gant respet, ha divezatoc’h ho relegou a oue digaset da Rom ; rak e Nikomedii eo e ouent lakeat d’ar maro.
Ann daou zant-ma a jomaz pell e palez ann impalaer Dioklesian heb diskouez d’ezhan oant kristenien. Evelse, eunn den, hag a zo e servich eur prins pe eur c’houarnamant hag a ra brezel d’ar relijion, a c’hell ober he zevosionou e kuz ha delc’her he blas keit ha ma ne vezo goulennet diganthan netra kountrol d’ar feiz pe gountrol d’he gous-