Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/598

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
590
28 a Eost
sant aogustin

devoue ket c’hoaz o terri ar chadennou a zalc’he he ene stag ouz ar pec’hed !

Dioc’h eur c’hostez, emezhan, e kave d’inn guelet va zechou fall o kregi em dillad, enn eur lavaret d’inn goustadik ha gant eur vouezik flour : « — Petra ! Aogustin, hor c’huitaat a rez ? Hiviziken ann dra-ma hag ann dra-hont a vezo difennet ouzid ? » Mes, dioc’h eur c’hostez all, e velenn a bell ar jastete oc’h astenn d’inn he divreac’h gant eunn ear dudiuz evit va jacha davethi. Diskouez a rea d’inn eunn niver braz a dud a bep oad, potred iaouank, merc’hed iaouank, intanvezed, hag o doa bevet ato pur ha chast, ha neuze, evit ober goab ac’hanon, e lavare : « — Petra ! Aogustin, te ne c’helli ket ober ar pez o deuz great ar re-ze ? »

A greiz m’edo evelse o c’hourin outhan he-unan, Aogustin a zirollaz da lenva enn eur lavaret : « — Ac’hann da beur e livirinn-me : Varc’hoaz, varc’hoaz ? Perak n’e ket hirio e ve ? Perak ne zilezfenn ket dioc’htu va dizursiou ? » Kerkent e klevaz eur vouez hag a ioa henvel ouz mouez eur c’hrouadur o lavaret enn eur gana : « — Kemerit ha lennit, kemerit ha lennit. »

Aogustin a gemeraz raktal levr ar Skritur Sakr, hag a gouezaz var ar c’homzou-ma euz ann abostol sant Paol : « Ne dremenit ket ho puez er festou, er mezventiou nag er plijadureziou vil ; mes en em viskit euz hor Zalver Jezuz-Krist, ha ne rit van euz a ioulou ar c’hig. »

Enn taol-ma gras Doue a c’hounit var neat ar viktor. Aogustin ne jom mui da varc’hata, hag a guita a-grenn he vuez fall evel m’en doa dija kuiteat he gredennou faoz. Brema Monika a c’hello mervel e peoc’h ; rak he mab a zo chenchet evel eunn all enn he blas, hag euz a bec’her hag heretik aheurtet ma’z oa diagent eo deuet dija da veza eur zant. Heb dale e vezo eskop hag unan eur ar brasa doktored euz ann Iliz.

Eur vech gounezet da Zoue evit mad, Aogustin a zistroaz d’ann Afrik. Eno ec’h en em dennaz gant eunn nebeut mignouned enn eunn ti en doa var ar meaz, hag enn ti-ma e tremene ann deiz hag ann noz o pedi, o vedita hag o studia ar Skritur Sakr. Kastiza a rea ive he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou all.