Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/599

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 a Eost
591
sant aogustin


A benn tri bloaz goude, Valer, Eskop Hippoonn, a reaz d’ezhan reseo ann Ursiou sakr, hag her c’hargaz da brezeg enn he blas. Divezatoc’h, Aogustin he-unan a oue sakret eskop evit sikour Valer, hag ann eskop-ma o veza maro er bloaz varlerc’h, tud fidel Hippoonn o devoue ann eur da gaout ar Zant da genta pastor.

O veza eskop, Aogustin ne ehanaz da ziskleria brezel d’ann heretiked ha da zifenn ar feiz katholik ken dre he gomzou, ken dre he skridou. Ar brud euz he vouiziegez a redaz dre bevar c’horn ar bed, hag euz a bevar c’horn ar bed e veze goulennet kuzul diganthan. Mes gant ann dra-ze oa bepred humbl evel eur c’hrouadur. N’oa ket evit ankounac’haat pec'hejou he iaouankiz, hag aliez e veze klevet o lavaret enn eur vouela : « — Re zivezad am euz ho karet, o va Doue ! Gened bepred koz ha bepred nevez, re zivezad am euz ho karet ! »

Aogustin a veve enn he di evel enn eur gouent asambles gant ar veleien a ioa da dosta d’ezhan. Enn he zal da zibri en doa lakeat skriva ar c’homzou-ma, a vel d’ann holl : « Er meaz ar re a gar drouk-prezeg euz ann nesa ! » Mervel a eure leun a veritou d’ann 28 a viz eost euz ar bloaz 430, oajet a c’houezek vloaz ha tri-ugent.


KENTELIOU SANT AOGUSTIN

Da genta. — Pebez dallentez ha pebez follentez ne zeufe ket ann den, ker sempl ha ma’z eo, da zifiziout anezhan he-unan !

D’ann eil. — Evel al lagad ne c’hell guelet netra nemed dre sklerijenn ann deiz pe sklerijenn ar goulou, evelse ive ann den ne c’hell ober netra a vad nemed gant sikour gras Doue.

D’ann trede. — Ann nep a fell d’ezhan miret ha kreski karantez Doue enn he galoun a dle lakaat he boan da vouga ennhi karantez ar bed.

D’ar pevare. — Seul-vui e karann Doue, seul-vui e karfenn he garet, kement her c’havann din da veza karet.