Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/593

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 a Eost
585
sant zephirin, pab ha merzer

ludu hag enn eur boket d’he grusifi, d’ar 25 a viz eost euz ar bloaz 1270, ha d’ann oad a bemp bloaz hag hanter-kant hebken. Araok mervel, e roaz d’he vab Philipp, a dlie beza roue var he lerc’h, ann aliou pe ar c’henteliou kaer a lakeomp ama d’ar fin. He gorf a oue digaset e Frans gant he vab, hag enterret e Sant-Denis gant eur zolanite vraz.


ALIOU DIVEZA ROET D’HE VAB PHILIPP GANT AR ROUE SANT LOIZ

Da genta. — Va mab, kenta tra am euz da lavaret d’ehoc’h eo karet Doue euz a greiz ho kaloun, ha beza prest da vervel kentoc’h eged hen offansi morse dre eur pec’hed marvel hebken.

D’ann eil. — Mar tigas Doue eur boan bennag d’ehoc’h, gouzanvit-hi a galoun vad, ha kredit oc’h euz he meritet dre ho pec’hejou.

D’ann trede. — It aliez da govez, ha klevit devotamant offisou ann iliz, ha dreist peb tra ann offerenn.

D’ar pevare. — Bezit chentil ha truezuz e kenver ar paour, ha sikourit anezhan hervez ho kalloud.

D’ar pemped. — Ne lezit den da lavaret komzou fall dirazhoc’h, na da vlasphemi hano Doue.

D’ar c’houec’hved. — Trugarekait Doue aliez evit ar grasou oc’h euz bet dija diganthan, evit meritout grasou nevez.




ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz eost


SANT ZEPHIRIN, PAB HA MERZER
————


Sant Zephirin a ioa ganet e Rom, hag a oue hanvet da bap goude merzerenti sant Viktor. Ann dud a iliz hag ar bobl fidel o veza en em asamblet evit choaz eur pab nevez, eur goulm a deuaz enn eunn taol kount da blava var benn Zephirin, ha kerkent ann holl a roaz ho mouez d’ezhan ; rak eunn hevelep burzud a ziskoueze sklear oa hen a felle da Zoue a vije choazet.

D’ar mare-ze, e reat goall vuez d’ar gristenien dre urs ann impalaer Sever. Mes Zephirin, evel eunn tad karantezuz hag eur pastor eveziant, ne espernaz netra evit ho c’honzoli enn ho foaniou hag ho c’hrenvaat er feiz. He-