Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/592

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
584
25 a Eost
sant loiz, roue frans

a rea zoken lavaret eur pez kaer bennag avechou evit ober plijadur d’ar re a veze enn he goumpagnunez. Ne virent ket outhan ken nebeut da veza bepred aketuz d’he holl zeveriou a roue. Var evez e veze dalc’h-mad gant aoun na vije re vec’hiet ar bobl pe na vije great gaou ouz he zujidi gant ar re o doa eur c’halloud bennag varnho, ha ne vanke morse da goundaoni pe da lakaat koundaoni ann nep a veze kavet faot ennhan var ar poent-se, n’euz fors piou e vije. Ken humbl oa ma leze ann holl da dostaat outhan, ha pa veze o pourmen enn he jardin e Paris pe e koajou Venseenn, ec’h azeze enn disheol dindan eur vezenn da zelaou ar re o deveze eur c’hlemm bennag da zougen dirazhan.

Etre daou e kouezaz klanv, hag e reaz veu da zevel eunn arme evit tenna ann Douar Santel euz a dre zaouarn ann Turked, ma teuje dabarea. Parea a eure, ha kerkent e sonjaz seveni ar veu en doa great. O veza eta treuzet ar mor, ec’h erruaz enn Ejipt gant he arme, hag en devoue eur c’hrogad kenta ouz ann Turked e Damiett. Eno ann Turked a gollaz ; mes larkoc’h e c’hounezchont, ha Loiz he-unan a oue great prizounier gantho, petra bennag m’oa en em zifennet outho evel eul leon.

Epad he gaptivite, he enebourien a oue leun a respet evithan, ha dare e oue d’ezho zoken he joaz evit ho roue. Evit pemp kant mil lur e oue lakeat e liberte, ar brizounierien all hag hen, ha neuze ez eaz da ober eur bale d’ann Douar Santel evit rei kaloun d’ar gristenien a ioa c’hoaz er vro-ze, hag ho zikour dre he aluzennou. Mes, o veza klevet oa maro ar rouanez Venn, he vamm, Loiz a zistroaz e Frans kenta ma c’hellaz.

Goulskoude he galoun a ioa ato rannet o sonjal e chome bez hor Zalver etre daouarn ann Turked, ha setu hen ha treuzi ar mor eur vech c’hoaz gant he arme enn esper he zilivra. Enn dro-ma e tiskennaz enn douar e kichen Tunis, hag ann Turked a ioa o tiouall ann aod a dec’haz dioc’htu enn he raok. Mes eur c’hlenved speguz en em lakeaz etouez he zoudarded, hag heb dale ann hanter euz ar re-ma a oue sammet ganthan. Loiz a bakaz he-unan ar c’hlenved, ha prest goude e varvaz var al