Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 a C’henver
51
sant sebastian, merzer

Marsellian, ho daou dimezet ha bugale d’ezho. Eur zetans a varo a ioa douget a enep ann daou vreur-ze ma ne adorjent ket ann idolou. Mes, o veza ma oant a lignez nobl ha pinvidik, ho zad hag ho mamm, paianed ho daou, a obtenaz digant ar barner ma vije gortozet c’hoaz eur miz abarz ho lakaat d’ar maro. « — Epad ann amzer-ze, emezho, ni a raio kement var hon daou vab ma teuint erfin da ginnig ezans d’ann doueou. »

Mark ha Marsellian a oue beac’h varnho neuze; rak bez o doa d’en em zifenn a enep rebechou ha dizesper ho zad hag ho mamm, a enep karantez ho friejou, a enep daelou ho bugale. Mes Sebastian a ieaz d’ho zikour ha Doue a roaz kement a nerz d’he gomzou ma reaz d’ezho chom bepred stard enn ho feiz, ha ma c’hounezaz zoken da Jezuz-Krist ho zad hag ho mamm, ho gragez hag ho bugale, hag eur maread paianed all. Ann dud-se a oue badezet holl gant ar belek Polikarp, ha Sebastian a oue paeroun ar goazed.

A benn fin ar miz, ar barner he-unan a anavezaz ar virionez euz ar relijion gristen. Reseo a eure ar vadiziant asambles gant tud he di, ha goudeze e roaz ho liberte d’he holl esklavourien, enn eur lavaret ne dlie ket bugale Doue beza esklavourien d’ann dud.

Goulskoude, unan bennag a gountaz d’ann impalaer ne oa ken kaoz nemed Sebastian ma’z oa dilezet servich ann idolou gant ar baianed, ha ma ne felle ket d’ar gristenien kinnig ezans d’ann doueou. Pa glevaz ann dra-ze, Dioklesian a ieaz kement a zrouk ennhan ma’c’h ordrenaz dioc’htu staga ar Zant ouz eur peul hag he laza a daoliou bir. Sentet e oue outhan var ann heur.

Enn noz varlerc’h, eunn intanvez devot, he hano Ireenn, a deuaz da glask korf ar Merzer evit he liena hag he enterri; mes souezet e oue o velet ez oa c’hoaz buez ennhan. He gas a reaz ganthi d’he zi hag he louzaoui a eure ker mad ma oue pare Sebastian a benn eunn nebeut deveziou.

Neuze ar Zant a falvezaz drezhan mont d’en em ziskouez d’ann impalaer, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Prins, beleien ann idolou a lavar gevier d’ehoc’h