Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
20 a C’henver
sant sebastian, merzer

dud difeiz. Mes petra ra ze ma n’o deuz great nemed ar pez a C’houlenne Doue digantho ? Livirit d’inn, ma ve roet d’ehoc’h da joaz, e plas piou e ve guell ganeoc’h beza bet, e plas sant Kanut pe e plas he vuntrerien ? Ha n’e ket e plas ar roue merzer eo ? Mar oc’h euz eta eur garg bennag enn ho parrez pe enn ho pro, dalc’hit mad ato da ober ho tever neuz fors petra c’hoarvezo. Doue ne vanko ket d’ho tigoll, abred pe zivezad, euz ar boan o pezo kemeret pe bet da c’houzanv evit he c’hloar ha mad ar relijion hag ann Iliz.





ann ugentved devez a viz genver


SANT SEBASTIAN, MERZER
————


Ar zant-ma, ginidik euz a gear Narboonn e Frans, ha savet e kear Milan enn Itali, a ioa soudard enn amzer ann impalaer Dioklesian. Ann impalaer-ma en devoa kement a istim hag a garantez evithan ma hen hanvaz da gabiten er genta goumpagnunez euz he c’hoardou.

Dioklesian a ioa eunn enebour touet d’ar gristenien, hag a roaz urs d’ho lakaat holl d’ar maro nemed kinnig a rajent ezans d’ann doueou faoz. Hogen, Sebastian a ioa kristen he-unan; mes n’hen diskoueze ket d’ann impalaer petra bennag ma veve enn he balez. Atao, azalek he vugaleach, en doa servichet Doue euz a greiz he galoun; mes brema e krede oa guelloc’h d’ezhan ober he zeveriou a relijion hag he zevosionou e kuz da c’hortoz ma vije galvet da anzao he feiz dirak ann holl. Sonjal a rea e c’hellje ober muioc’h a vad evelse ha rei muioc’h a zikour d’he vreudeur.

Evit guir, mont a rea aliez d’ar prizouniou da velet ann dud fidel a veze eno o c’hedal beza barnet pe verzeriet. Lod euz ar gristenien-ze a vanke a bep tra, ha lod all a venne fallgalouni gant ar spount o doa rak ar poaniou skrijuz o devije da c’houzanv. Sebastian a bourvee gant largentez da ezommou ar re genta, hag a gennerze ar re all dre he gomzou.

Enn ho zouez ez oa daou vreur, ho hano Mark ha