Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/578

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
570
19 a Eost
sant agapit, merzer



ann naontekved devez a viz eost


SANT AGAPIT, MERZER
(Gouel ar zan-ma a ioa deac’h)
————


Agapit a ioa ganet e Rom, hag a oue savet e kear Prenest gant eunn den santel, he hano Porphir. Ne oa c’hoaz nemed pemzek vloaz pa oue douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien gant ann impalaer Aorelian. Mes dija n’en doa ket brasoc’h ioul eget da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist, ha setu hen, kerkent ha ma klevaz hano euz al lezenn-ze, d’ar red da di ar gouarner Antiokus, ha da gomz outhan evelhenn : « — Loan vil ha fallakr, perak e fell d’ehoc’h-hu ober goall vuez da zervicherien Doue, ha bourrevi ar re ne ehanont da bedi evit ar c’houarnamant hag ar bobl ? »

Ar gouarner a oue souezet o velet eur paotr ker iaouank o kaout kement a hardisegez, hag a c’houlennaz outhan euz a be leac’h oa. « — Euz a Rom ounn, eme Agapit, ha va zud a ioa tud a lignez huel. Mez azalek va bugaleach ounn bet maget ha skoliet gant ann Iliz santel, Mamm ann holl gristenien gatholik. »

Neuze Antiokus ne espernaz netra evit ober d’ezha kinnig ezans d’ann doueou faoz ; mes Agapit a jom bepred stard enn he feiz, enn despet da holl c’hourdrouzou ar gouarner. Hema, drouk ennhan, a reaz erfin he skourjeza gant fouetou ploumm, hag he deuler goudeze enn eur prizoun heuzuz, el leac’h ma oue lezet pevar devez heb tamm.

Hogen, mar d-oa abandounet gant ann dud, ne oue ket abandounet gant Doue. Eur sklerijenn euz ann env a baraz enn he brizoun enn eunn taol kount, hag eunn den iaouank hag a ioa eunn dudi he velet, ker kaer oa, a dosteaz outhan enn eur lavaret : « — Dalc’h mad, Agapit, rak kalz az pezo c’hoaz da c’houzanv evit va