Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/576

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
568
18 a Eost
sant hiasent

ha goude beza great menac’h anezho, me ho c’haso du-ze enn dro evel ma’m euz kaset dija meur a hini e leac’h all. »

Kerkent Hiasent a oue poulzet gant Doue d’en em ginnig he-unan d’ar Zant, ha tri all euz a goumpagnunez ann eskop a reaz eveldhan. Dominik ho resevaz gant joa hag a viskaz d’ezho sae he Urs. A benn c’houec’h miz goude, e ouent kavet dija din da ober ho veuiou, ha neuze e tistrojont dioc’htu d’ar Pologn.

Ober a rejont ho beach var droad hag enn eur veva divar ann aluzenn, ha pa errujont e Krakovii, e ouent digemeret gant ann holl evel elez euz ann env. Hiasent en em lakeaz raktal da brezeg, hag a benn eunn nebeut bloaveziou e oue guelet eur jenchamant kaer e kear, ken etouez ann noblans, ken etouez ar bobl. Ar giziou fall a ioa torret, ann dizursiou diarbennet, ann dispignou foll lezet a gostez, hag ar bec’herien deuet holl da veza guir zervicherien da Zoue.

Mes ive kalet e vije ar galoun ne vije ket tenereat o velet Hiasent, ha kaletoc’h c’hoaz ann hini ne vije ket gounezet oc’h he glevet. Ne oa varnhan nemed liou ar binijenn. Hag, evit guir, kastiza a rea he gorf a daoliou fouet ; bep guener e iune divar bara ha dour ; ne gouske nemed var ann douar noaz pe alkodet ouz eur mean bennag ; al lodenn franka euz ann noz a dremeneo pedi dirak ar Zakramant, meulet ra vezo ; erfin, bez’en doa eunn devosion dener evit ar Verc’hez Vari, ha n’oa ket evit gouzanv e kollje eur begad euz he amzer. Ato e veze o pedi, pe o sarmoun, pe o studia, pe o velet tud klanv, pe oc’h ober eunn dra bennag all.

Eur gouent vraz a oue savet evithan e Krakovii, hag heb dale ar gouent-ma a oue leun a venac’h. Mes n’oa ket aoualc’h d’ar Zant labourat da zavetei eneou he genvroiz ; c’hoant en doa ive da labourat evit silvidigez tud ar broiou all. Mont a reaz he-unan e kostez ann Hanter-Noz da brezeg ar feiz d’ar chismatiked ha d’ar baianed ; sevel a eure kouenchou nevez er Pomeranii, er Prus ha var bord ar mor Baltik ; goudeze ez eaz d’ar Sueed, d’ann Danemark ha d’ar Skos, hag ac’hano e skoaz adarre etre-