Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/544

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
536
4 a Eost
sant dominik

chefou, ha diskouez a eure d’ezho ker sklear ar virionez euz ar relijion gatholik ma lakeaz raktal darn anezho da zilezel ho fals kredennou. Goudeze e kendalc’haz, epad seiz vloaz dioc’htu, da rei misionou er c’heariou ha var ar meaz, ha dre nerz he gomzou hag he viraklou en devoue ann eur da zigas d’ar gear ouspenn kant mil danvad dianket.

Goulskoude ar pez a zervichaz d’ezhan ar muia da denna kement all a eneou divar hent ann ifern a oue ar Rozera. Ar Verc’hez he-unan eo hen aliaz da zeski ar bedenn-ma d’ar bobl : « — Varlerc’h salud ann eal, emezhi, eo deuet ann hini a dlie prena ar bed, ha dre ar zalud-se eo e tle ive ar bec’herien distrei ouz Doue. Boazit eta ar bobl da lavaret kant hanter-kant Ave Maria em henor, gant eur Bater e penn peb dijenez, ha kerkent e velot ho labouriou abostolik o tougen eur frouez burzuduz. »

Dominik a zentaz : e kement leac’h ma’z ea, ne brezege mui, kouls lavaret, nemed var ar Rozera, ha divar neuze e c’hellaz kounta a villerou ann heretiked a guitea ho c’hredennou faoz.

Ar zant-ma a zavaz ive eunn Urs nevez a venac’h, hag a zo anavezet dindan ann hano a Urs sant Dominik.

Eunn devez m’edo o pedi enn eunn iliz a Rom, e velaz hor Zalver enn he c’hloar, tri gleze ganthan enn he zorn ha prest da dreuzi gantho kement den a ioa var ann douar. Mes ar Verc’hez en em strinkaz d’he dreid enn eur c’houlenn pardoun ha trugarez, ha goudeze e tiskouezaz d’ezhan daou euz he zervicherien, enn eur lavaret : « — Ann daou-ma, dre ho frezegennou, a lakaio ar bec’herien da jench buez. » Ker buhan hor Zalver a lezaz da goueza ann tri gleze a ioa ganthan enn he zorn.

Hogen, ann daou zervicher ma komze Mari anezho oa sant Dominik he-unan ha sant Fransez a Asiz.

Sant Dominik a glanvaz e Bologn er bloaz 1221, hag eno e varvaz leun a veritou d’ar 6 a viz eost, oajet heb-ken a eur bloaz hag hanter-kant.