Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/543

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 a Eost
535
sant dominik


Neuze e oue kaset da achui he studi da skolach Palensia, hag eno e teuaz heb dale da veza habil var ann holl skianchou, ha dreist peb tra var ar skianchou sakr. Mes, dre ma kreske he zeskadurez, he zantelez a greske ive. Ato e veze var evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed, ha ne ehane da gastiza he gorf dre bep seurt pinijennou. Iun a rea aliez, ha bemnoz e kouske var zolier he gambr.

Bez’en doa ive eur garantez heb he far evit ar beorien. Eunn droiad, eunn intanvez geazadeuaz da c’houlenn eunn dra bennag diganthan da zikour paea ransoun he mab, a ioa kouezet etre daouarn ann Turked.

Dominik a respountaz d’ezhi raktal : « — N’em euz nag aour, nag arc’hant ; mes labourat a c’houzounn, ha mar kirit me ielo e kaptivite e plas ho mab. » Ann intanvez a gavaz ann dra-ze re ; anez avad, ar Zant a vije bet eat dioc’htu, ha laouen zoken.

Pa oue echu he studi ganthan, Dominik a resevaz ann Ursiou sakr, hag a benn eunn tachad goude e teuaz da ober eur bale e Frans asambles gant eskop Osma. Hogen, eunn druez oa guelet e pe stad edo d’ann ampoent ar relijion er c’hresteiz euz ar Frans. Bandennadou heretiked a rede ar vro, armou gantho, enn eur ober skrab e peb leac’h hag enn eur laza ar veleien. Lod euz ar re-ma a ziskroc’hennent e beo, ha var lod all e skoent ken na laoskent ho huanad diveza. Enn ilizou e vruzunent ar c’haliriou hag ann arc’hantiri sakr, hag euz ann ornamanchou da offerenna e reant dillad evit ar merc’hed. Betek pevar, pemp, hag eiz mil den zoken, e vezent avechou epeb bandenn.

Ar Zant, o veza bet test he-unan euz ar freuz a rea ann heretiked-se, a c’houlennaz kounje digant ar pab da vont da brezeg enn ho zouez, hag ar pab a roaz kounje d’ezhan. Goulskoude n’oa ket brao tostaat ouz tud ken aheurtet ha ker fallakr ; mes Dominik a ioa leun a fizians e Providans Doue ha prest da vervel evit savetei eunn ene hebken. Mont a eure eta d’ho c’haout, diarc’henn hag heb ken armou nemed he zousder hag he basianted.

Klask a reaz ann dro, da genta, da gaozeal gant ar