Goulskoude Kristina a oue dalc’het ato er prizoun, hag a benn eunn nebeut deveziou goude, ar gouarner nevez a ioa bet hanvet e plas he zad a reaz he c’has da dempl Apollon evit ober d’ezhi kinnig ezanz d’ann doue faoz-se. Mes, kerkent ha ma erruaz eno, ann idol a gouezaz d’ann douar hag a oue bruzunet e mil damm.
Ar burzud-ma a c’hounezaz eur maread paianed d’ar feiz, hag ann dra-ze a lakeaz kaloun ar Zantez da zridal gant ar joa. Etre daou e varvaz ive ar gouarner nevez ; mes ann hini a deuaz enn he blas a oue ker kriz ha ken digernez hag ann daou a ioa bet da ziveza enn he raok. Ordren a eure teuler Kristina enn eur forn c’horet evit he devi ez-veo ; mes Doue a reaz enn he c’henver ar mirakl en doa great guech all e kenver ann tri zen iaouank e fournez Babilon : chom a eure e kreiz ann tan heb kaout drouk ebed.
Neuze ar gouarner aheurtet a lavaraz lakaat anezhi enn eunn toull tenval hag heuzuz, leun a zarpanted hag a aered-viber. Mes ar re-ma a deuaz raktal da veza don, ha ne rejont nemed c’hoari enn dro d’ezhi evel a reant guech all enn dro da Adam ha da Eva araok ho fec’hed. Epad ann amzer-ze, ar Zantez ne ehane da gana meuleudiou ann Aotrou Doue. Ar gouarner, o sonjal edo o klask ober goab anezhan, a reaz trouc’ha he zeod d’ezhi hag he staga ouz eur peul el leac’h ina oue treuzet he c’horf a daoliou bir. Evelse e roaz erfin he ene da Zoue d’ar 24 a viz gouere enn unan euz ar bloaveziou diveza euz ann trede kanved goude donedigez hor Zalver.
Santez Kristina a zo bet bourrevet da genta dre urs he zad. Enn hon amzer-ni ez euz c’hoaz bugale hag o deuz ive kalz da c’houzanv euz a berz ho zud. Mar d-eo abalamour d’ho relijion pe d’ho devosion e reer goall vuez d’ezho evel a reat d’ar zantez-ma, ar vugale-ze a dle en em istimout euruz eveldhi ; rak eunn devez a zeui o devezo ive eur gurunenn gaer er baradoz. Mes red e d’ezho evit kement-se dougen bepred ho c’hroaz gant pasianted, evel Jezuz-Krist hag ar Zent ha beza ato leun a respet, a zentidigez hag a garantez evit ho zud enn despet d’ar boan o deuz gantho.