Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/517

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 a C’houere
509
santez kristina



ar pevare var’nn ugent a viz gouere


SANTEZ KRISTINA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Kristina a ioa ganet e kear Tur enn Toskaan, eur gear hag a zo bet beuzet abaoue gant dour eul lenn vraz a ioa e kichen. He zad a ioa bet hanvet da c’houarner er gear-ze gant ann impalaer Dioklesian, hag en doa eur gounnar direiz ouz ar gristenien. Hogen, Kristina a ioa souezet o velet joa ha modestiar re-ma pa vezent digaset dirak he zad, ha lakeat goudeze etre daouarn ar vourrevien. Goulenn a reaz petra oa ho relijion, ha dre chans, pe, evit lavaret guell, dre eunn taol euz a Brovidans Doue, e kavaz tud d’he c’helenn var guirioneziou ar feiz. Pa oue desket aoualc’h, e oue badezet e kuz, ha kerkent e tiskouezaz ann heuz e doa ouz ann idolou enn eur derri ar re a ioa enn he c’hear. Ne oa c’hoaz nemed dek vloaz d’ann ampoent.

He zad a ieaz enn egar pa glevaz ann dra-ze. « — Va merc’h, emezhan, ha guir e ve eo c’houi oc’h euz bruzunet hon doueou ? » « — Va zad, eme Gristina, n’ez euz nemed eunn Doue. Hoc’h idolou ne d-int nemed koz patromiou ha ne chellont rei sikour ebed d’ehoc’h. » Ar gouarner a goumprenaz dioc’htu oa kristenez he verc’h hag oa dija stard enn he c’hredenn evel ar gristenien all. Raktal e c’halvaz ar vourrevien, hag e roaz urs d’ezho da skourjeza Kristina ha d’he zeuler goudeze enn eur prizoun striz ha tenval.

Mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhi, e lavaraz he staga oc’h eur rod, ha lakaat ar rod-ma da drei azioc’h eunn tan braz. Ann tan ne reaz drouk ebed d’ar Zantez ; mes ar mirakl-se, e leac’h digeri he zaoulagad d’he zad, ne zervichaz nemed da greski he zallentez. Kement a gounnar a ieaz ennhan ma’z oa henveloc’h ouz eunn anenval pennfollet eged oc’h eunn den. Antronoz e oue kavet maro enn he vele.