Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 a C’henver
43
sant anton, abad



ar seitekvet devez a viz genver


SANT ANTON, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn Ejipt a dud a lignez huel ha pinvidik. E tro ann oad a ugent vloaz, e kollaz he dad hag he vamm hag ec’h en em gavaz mestr euz he zanvez. A benn c’houec’h miz goude, e klevaz lenn enn iliz ar c’homzou-ma euz ann Aviel: « Mar fell d’ehoc’h tizout ar penn huela euz skeul ar zantelez, guerzit kement tra oc’h euz ha roit ann arc’hant d’ar beorien : evelse o pezo eunn tenzor enn Env. » Ar c’homzou-ze a ieaz doun enn he galoun, ha pa oue distro d’ar gear, ec’h ingalaz he zouarou etre he amezeien, hag e verzaz he arrebeuri evit rei ar priz anezho d’ar beorien. Neuze ec’h en em dennaz, da genta, enn eunn toull-kambr ha ne oa ket pell dioc’h he di.

Eno e tremene he holl amzer o pedi hag o labourat. Pedi a rea kalz, mes labourat a rea ive ; rak sonj en doa euz a gentel sant Paol abostol : « Ann nep ne labour ket ne dlefe ket dibri. » Euz ar pez a c’houneze dre he labour avad ne zalc’he ganthan nemed ann nebeudik a renke da gaout evit beva : ann nemorant a roe d’ar paour. C’hoant en doa da gerzet var roudou eunn den koz a ioa o veva he-unan abaoue he iaouankiz. Mont a rea ive da velet ann ermited all a ioa o chom tro var dro, hag enn eur deuler evez ouz ar vertuz a remerket dreist holl e peb hini anezho, e teske gant unan beza, humbl, gant eunn all beza pasiant, gant hema beza chast,gant henhont kaout eur spered a binijenn. Evelse ar guenan a ia a voked da voked da zastum peadra da ober ho mel.

Goulskoude, ann drouk-spered ne lezaz ket Anton e