Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
17 a C’henver
sant marsell, pab ha merzer

peoc’h : he denti a reaz e mil feson, betek zoken kemeret furm eur plac’h fall evit he zougen d’ar pec’hed. Mes, gant gras Doue, ar Zant a oue treac’h da holl ardou ann aerouant. Hema en em ziskouezaz d’ezhan eunn devez dindan furm eur morian bihan, hag en em daolaz d’he dreid enn eur lavaret: « — Kalz a zo bet touellet ganen ; mes anzao a renkann n’ounn ket evidoud. » — « — Piou oud-te? eme Anton. » — « Me, eme ar morian bihan, eo diaoul ar pec’hed vil. »

Divar neuze ar Zant a greskaz he binijennou evit beza krenvoc’ha enep ann drouk-spered. Ne zebre nemed eur vech bemdez, goude kuz heol, ha ne gemere nemed bara ha dour gant eunn nebeut c’hoalenn ; avechou zoken e chome daou pe dri devez dioc’htu heb dibri tamm. Aliez e tremene ann noz holl o pedi, ha ne gouske nemed var ann douar noaz pe var ar brouann.

Evelse e veve Anton enn he doul-kambr pa lakeaz enn he spered mont da guzat enn eur bez, pe, evit lavaret guell, enn eur volz hag a ioa kement hag eunn ti. Goudeze, evit pellaat muioc’h-mui diouz ar bed, ec’h en em dennaz enn eur c’hastell koz a gavaz var eur menez enn eur vro c’houez, hag eno e chomaz ugent vloaz he-unan. Epad ann amzer-ze, ann drouk-spered a reaz brezel d’ezhan goasoc’h eget biskoaz. Mes ar Zant, leun a fizians e Doue, a c’hounezaz bepred ar viklor var enebour he zilvidigez.

Abarz ar fin e kuiteaz he ermitach dre druez ouz ann dud a zirede a bep tu da c’houlenn deski ganthan ar guir feson d’en em zantifia. Niver ann dud-ma a greskaz kement ma oue red sevel evitho eur maread kouenchou, hag a benn dek vloaz goude ez oa er c’houenchou-ze meur a vil manac’h. Anton a dremene he holl amzer ouz ho c’helenn, hag o verka d’ezho penaoz en em gemeret evit beza treac’h d’ann drouk-spered ha mont bemdez larkoc’h-larka var hent ar zantelez.

O veza klevet e kaset eunn niver braz a gristenien da Aleksandrii evit ho lakaat d’ar maro, Anton a ieaz di evit ho c’hennerzi dre he gomzou, hag ive enn esper beza merzer eveldho. Mes Doue ne roaz ket d’ezhan ar c’hras