Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/48

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
15 a C’henver
sant paol, kenta ermit

siouaz ! nemed eur pec’her paour, ha n’oun ket din da zougen ann hano a vanac’h. Guelet em euz Elias, guelet em euz Iann-Vadezour o veva pell dioc’h ar bed, pe, evit lavaret guell, guelet em euz Paol er Baradoz. » Ne lavaraz ket hirroc’h, ha goude beza tapet krog e mantel sant Athanaz, setu hen o skei adarre etrezek ermitach sant Paol, heb kemeret amzer zoken da zibri eunn tamm bara. Mes a veac’h en doa great teir heur vale ma velaz ene ann ermit santel o pignat enn Env, kaer ha skeduz, e koumpagnunez ann elez, ar bropheted hag an ebestel. Neuze ec’h en em strinkaz d’ann douar enn eur lenva hag enn eur lavaret: « — Paol, perak am lezit-hu enn abandoun evelhenn? Ha red oa d’inn-me hoc’h anaout ken divezad evid ho koll ken abred? »

O veza digouezet er c’havarn, sant Anton a gavaz eno korf sant Paol var he zaoulin, he benn hag he zaouara savet varzu ann Env. Lakaat a reaz d’ezhan mantell sant Athanaz, ha goude beza kanet ar pedennou m’eo kustumm ann Iliz da gana, ec’h enterraz anezhan enn eur bez hag a oue toullet gant daou leon. Enn eur zistrei d’he gouent, sant Anton a zigasaz ganthan ar zae en doa great sant Paol gant deliou palmez, hag hiviziken ne vankaz morse da viska ar zae-ze da c’houeliou Pask ha Pantekost.

Sant Paol a varvaz er bloaz 341, pe 342, d’ann oad a drizek vloaz ha kant.


SONJIT ERVAD

Buez ar zant-ma a zo unan euz ar bueziou burzuduz-se n’int ket da veza kemeret evit skouer. Ann holl a dle kounta bepred var gras Doue; mes Doue ne ra ket a vurzudou e kenver ann holl. Arabad eo eta da zen klask mont da veva evelse euz he benn he-unan ; rak neuze, e leac’h en em zavetei easoc’h a ze, ec’h en em lakafe, er c’hountrol, e riskl d’en em goll da viken.