Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 a C’henver
39
sant paol, kenta ermit

studi, oa chomet emzivad, d’ann oad a bemzek vloaz, gant eur c’hoar dimezet en devoa. Enn amzer-ze, e lakeat ar gristenien d’ar maro dre urs ann impalaer Des. Evit tec’het araok ar bersekusion, sant Paol en em dennaz da genta enn eunn ti var ar meaz; mes eno ne oue ket muioc’h e savete ; rak he vreur-kaer a felle d’ezhan he ziskuill evit kaout he zanvez. Neuze e sonjaz mont da guzat enn eur plas distrooc’h c’hoaz, da c’hortoz ma teuje adarre ar peoc’h. Setu hen eta enn hent. Hogen, var bouez bale ato dirazhan, ec’h erruaz gant ar menez el leac’h m’edo brema, hag o veza eat er c’havarn a ioa e traon ar menez-ze, e kavaz eno eur vezenn balmez, skourrou braz d’ezhi hag eur feunteunn dour sklear. Raktal e kredaz oa bolontez Doue e chomje er plas-se da ober he ermitach. Frouez ar vezenn balmez a zerviche d’ezhan da derri he naoun, he deliou a zerviche d’ezhan d’en em viska, ha gant dour ar feunteun e torre he zec’hed. A hent all e tremene ann deiz hag ann noz holl, kouls lavaret, o pedi Doue a galoun. »

Epad m’edo ann daou zant o kaozeal evelse, eur vran a deuaz da lakaat eharz ho zreid eur bara enn he bez. Kerkent sant Paol a lavaraz da zant Anton : « — Guelit peger mad eo ann Aotrou Doue ! Tri-ugent vloaz zo ma tigas d’inn evelse eunn hanter-bara bemdez ; mes hirio en deuz digaset eur bara enn he bez abalamour d’ehoc’h-hu. » Ann daou zant a rannaz ar bara-ze entrezho, hag a zebraz peb hini he lod; goudeze ec’h evchont dour euz ar feunteun, hag, epad ann noz var-lerc’h e chomjont ho daou var zao da bedi Doue.

Antronoz-vintin, sant Paol a lavaraz da zanf Anton : « — Enn han’ Doue, it da gerc’hat ar vantell oc’h euz bet digant sant Athanaz evit liena va c’horf goude va maro; rak Doue n’en deuz ho tigaset ama nemed evit va enterri. » Sant Anton a zirollaz da vouela o klevet ar c’homzou-ze; goulskoude, mont a reaz dioc’htu da gerc’hat ar vantell en doa bet digant sant Athanaz.

Pa erruaz enn he gouent, daou euz he ziskibien a c’houlennaz outhan : « — E pe leac’h oc’h chomet evelse keit all? » Sant Anton a respountaz : « — Ne d’ounn