Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/441

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 a Even
433
santez ediltrud

sellet outhi, ha ne ehane noz-deiz da gana meuleudiou ann Aotrou Doue.

Etre daou e varvaz ar prins Tonbercht, hag Ediltrud a oue goulennet adarre da bried gant Ejfrid, roue Northumberland. Ar goulenn-ma a oue eunn dra gasauz evithi, rak ne felle ket d’ezhi a briz ebed koll he guerc’hded. Goulskoude, Ejfrid o veza roet he c’her da veva ganthi evel m’en doa bevet ar prins Tonbercht, ar Zantez ne argilaz mui. Dimezi a eure evit ann eil guech pa c’houezaz e c’hellje miret ato he zenzor muia karet.

Goude he eured e tremenaz daouzek vloaz e palez Northumberland, hag epad ann amzer-ze e oue evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou. Mes pell a ioa n’edo ket he spered hag he c’haloun er palez-se. C’hoant mont d’ar gouent e doa, hag abarz ar fin e devoue kounje digant ar roue da heul he c’hoant. Pebez kelou dudiuz evithi pa glevaz e c’hellje erfin treki he guiskamanchou a rouanez oc’h sae dister al leanezed !

Divar neuze Ediltrud ne zougaz mui nemed dillad du ha groz. Iun a rea peurvuia bemdez, nemed eur gouel braz bennag a erruje, pe ne vije ket iac’h aoualc’h, hag ato e klaske en em lakaat er renk izela. O veza bet hanvet da zuperiorez, ne felle d’ezhi diskouez oa ar genta euz ar gouent nemed dre he aked d’ann oberiou a binijenn hag a zevosion. Ne veze fin ebed d’he fedennou, ha goude beza bet enn offis a hanter-noz e chome c’hoaz da bedi betek sao heol.

C’houec’h vloaz a ioa abaoue m’oa karget da c’houarn he C’hoarezed pa oue taget lod euz ar re-ma gant eur c’hlenved speguz. Ar Zantez a ententaz outho evel ma’c’h entent eur vamm ouz he bugale ; mes koueza a eure klanv he-unan, ha prest goude e varvaz leun a veritou, d’ann 23 a viz even euz ar bloaz 679. Araok mervel e devoa difennet ober muioc’h a henor d’ezhi evit he enterramant eget na veze great d’al leanezed all. Sentet e oue outhi ; mes, a benn c’houezek vloaz goude, e oue digoret he bez, hag e oue kavet he c’horf ker fresk ha pa vije beo. Raktal e oue savet eur volz kaer var c’horre, ha Doue a ziskleriaz santelez he zervicherez dre eur maread miraklou.