ha raktal Juliana a laoskaz he huanad diveza enn eur ober eur mouzc’hoarz henvel oc’h hini ann elez. He maro euruz a erruaz er bloaz 1340. Pa’z ejot da liena he c’horf, e oue kavet roud ann hosti enn he c’hostez kleiz ha varnhan imach hor Zalver stag ouz ar groaz.
Ma tigouesfe ganehoc’h beza skoet, evel ar zantez-ma, gant eur c’hlenved hag a virfe ouzhoc’h da gommunia, diskouezit ive da Zoue ar boan a ra ann dra-ze d’ehoc’h. Livirit d’ezhan euz a greiz ho kaloun : « — O va Doue, ho reseo eur vech c’hoaz abarz mervel a zo eur c’hras ker kaer ma’z ounn glac’haret-holl abalamour ne c’hellann ket kaout ar c’hras-se. Da vihana, o va Jezuz, kemerit va c’hoant evit eur merk anat euz va feiz, euz va esperans hag euz va c’harantez. » Ma ne ra ket Doue eur mirakl enn ho kenver evel a reaz e kenver santez Juliana, da vihana e rekoumpanso ho c’hoant enn eur rei d’ehoc’h ann holl grasou m’o pezo ezomm anezho var ho tremenvan.
r zant-ma a ioa ganet e kostez Napl enn Itali, hag a oue
choazet evit pab goude maro sant Agapet. Hogen,
sant Agapet en doa lamet he garg digant Anthim,
eskop Konstantinopl, abalamour m’oa heretik, hag ann
impalaerez Theodora a falvezaz d’ezhi lakaat Silver da
derri ar zetans-se ; rak hi a ioa ive troet gant ann heretiked.
Mes ar pab nevez a jomaz stard enn he zever, hag
a respountaz grons ne c’helle ket ober ar pez a c’houlennet
diganthan. « — Mad zo great, emezhan, o koundaoni
Anthim, ha red oa zoken he goundaoni evit diarbenn
he fals kredennou ha miret outho d’en em skigna. »
Ann impalaerez a ieaz enn egar pa glevaz petra en doa respountet ar pab, ha setu hi ha kemenn d’ar jeneral Belizer, a ioa enn Itali d’ann ampoent, kas Silver kuit euz a Rom, ha lakaat henvel eunn all enn he blas. Petra bennag m’oa den a arme, Belizer en doa eunn