Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/434

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
426
20 a Even
sant silver, pab ha merzer

tammik relijion hag a zamante oc’h ober ar pez a ioa merket d’ezhan, Senti a eure goulskoude abarz ar fin, enn eur lavaret n’e ket hen a respountche dirak Doue, mes ann hini e devoa roet ann urs.

Ar jeneral eta, o veza galvet Silver da vont d’he gaout, a lakeaz guiska d’ezhan dillad eur manac’h, ha goudeze e reaz he gas da gear Patar enn Azii. Antronoz ec’h asamblaz ann dud a iliz euz a Rom evit choaz eur pab all enn he leac’h.

Eskop Patar a resevaz Silver gant ar respet hag ann henor a ioa dleet da vikel Jezuz-Krist var ann douar. Mes ann dra-ze zoken ne oue ket aoualc’h evithan. Mont a reaz he-unan da Gonstantinopl da gaout ann impalaer Justinian, ha komz a eure outhan gant eunn hardisegez santel. « — Prins, emezhan, diouallit rak justis Doue, hag hastit rapari ar skouer fall oc’h euz roet. O pet sonj e c’hell beza meur a roue er bed, mes n’ez euz ha ne c’hell beza nemed eur pab enn Iliz katholik. »

Justinian a ordrenaz raktal kas Silver da Rom enn dro. Mes a veac’h oa erruet ma oue lakeat adarre gant Belizer etre daouarn he enebourien, hag ar re-ma her c’hasaz kuit evit ann eil guech, hag hen taolaz enn eunn enezenn a ioa tost d’ann Itali, el leac’h n’oa den ebed o chom.

Ac’hano e skrivaz da eunn eskop, a ioa Amator he hano : « — N’em euz ama da zibri nemed bara ar boan ha nemed dour ann anken da eva ; mes evit kemen-se ne ankounac’haan ket va dever. »

Silver a asamblaz eno ann eskibien divar dro, hag er c’honsil-se e oue eskummunuget ann hini a ioa bet hanvet da bap enn he blas, ha douget meur a lezenn evit mad ar relijion hag ann Iliz.

Ann holl eskibien all a skrivaz ive d’ar Zant evit he gonzoli, ha diskouez edont bepred a-unan ganthan : ann eskop Amator zoken a gasaz d’ezhan daou c’hant skoed. Mes Silver ne vevaz ket pell enn enezenn-ze.

A benn bloaz, e varvaz gant ann naoun hag ann dienez, var a lavar lod, ha var a lavar lod all, e oue