Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/42

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
13 a C’henver
santez veronik a vinasko

« — Me zo krenv aoualc’h ; pec’hed em befe o chom heb ober ar pez a zo em galloud ; red e d’inn labourat keit ha ma vezinn enn oad. »

Evelato ne felle d’ezhi ober morse netra heb asant he zuperiorezed. C’hoant e devoa bet da zevel mintinoc’h eged ar re all evit kaout muioc’h a amzer da bedi. Mes n’e devoue ket a gounje, ha dioc’htu e sentaz. Ober a rea laouen ha var ann heur kement tra a veze gourc’hemennet d’ezhi. Epad meur a vloaz e oue karget da rei boued d’ar ier ha da deuler evez anezho; al labour-ze a garie kalz abalamour ma roe tro d’ezhi da veza he-unan gant Doue.

Mar d’oa braz humilite ar zantez-ma, he spered a binijenn a ioa ker braz all. Eunn eston eo sonjal pegen nebeut e tebre. Aliez e iune divar bara ha dour, hag avechou zoken ne zebre tamm hed ann deiz, dreist holl pa veze bet o kommunia. He guele a ioa eur guele reun gant eul linser var c’horre. He c’haloun a ioa ken tomm e kenver Doue ma ne gave ket d’ezhi e devije great morse aoualc’h evithan.

Setu aze ar vuez a renaz Veronik epad tregont vloaz e kouent leanezed sant Aogustin e Milan. Epad ann amzer-ze, e devoue digant Doue grasou dreist-ordinal, evel ar c’hras da velet ar Mabik Jezuz var ann aoter dindan furm eur bugel, ar c’hras da velet aliez ar Verc’hez Vari hag ann elez, ha meur a c’hras all ker burzuduz hag ar re-ze pe vurzudusoc’h c’hoaz.

Skoet e oue erfin gant eur c’hlenved hag a zalc’haz anezhi c’houec’h miz var he guele ha mervel a eure leun a veritou er bloaz 1497, d’ann oad a zaou vloaz hag hanter-kant. Goude he maro, Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Santez Veronik e deuz karet ato ar bedenn hag al labour, kouls er gear evel er gouent ; ato eo bet humbl, sentuz, devot, leun a garantez evit Doue hag evit he nesa. Setu perak e deuz bet digant Doue kement a c’hrasou epad he buez, hag e deuz brema eur renk huel er Baradoz. Grit eveldhi hervez ho stad hag ho kalloud, hag o pezo ive eur gurunenn gaer ebarz enn Env.