Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/41

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 a C’henver
33
santez veronik a vinasko

abred d’ar park da labourat. O c’houennat eo e veze peurliesa asambles gant merc’hed all. Mes he-unan e karie beza, ha ne rea van ebed evit klevet ar re all o c’hoarzin pe o kana. Pa c’helle en em denna eunn tammik a gostez, e tirolle da lenva. Evelato ne golle ket he amzer, pell dioc’h eno, ha bepred e veze humbl ha sentuz e kenver he zad hag he mamm. Ann holl a ziskrede oa eur zonj kuzet bennag var he spered.

Evit guir, Veronik e devoa c’hoant da vont d’ar gouent. Mes superiorez leanezed sant Aogustin euz a Vilan e doa lavaret d’ezhi e renke da genta deski lenn. Hogen, enn deiz n’e devoa ket amzer da studia ; rak eul labour all bennag e deveze ato da ober. Red e oue eta d’ezhi kemeret var he c’housk ha chom da veilla enn noz.

O veza ne ehane da bedi ar Verc’hez d’he zikour, Mari en em ziskouezaz d’ezhi abarz ar fin, hag a gomzaz outhi evelhenn : « — Va merc’h, ne d’it ket da derri ho penn o klask deski ho lizerennou. Aoualc’h eo d’ehoc’h anaout teir lizerenn hebken, unan venn, unan zu hag unan ruz. Ann hini venn a verk ar burete a galoun, ann hini zu ar basianted evit gouzanv defaotou ann nesa, hag ann hini ruz ann aked da vedita bemdez var eul lodenn bennag euz a basion va mab Jezuz. »

Goulskoude, d’ann oad a naontek vloaz, Veronik a oue kemeret er gouent etouez ar seurezed konvers, hag a benn tri bloaz goude e reaz he veuiou. Divar neuze e varvaz holl d’ar bed ha d’ezhi he-unan. O veza m’oa paour ar gouent el leac’h ma edo, e veze kaset gant ar zuperiorez da glask bara a zor da zor dre gear Milan. Avechou zoken e renke mont er meaz euz a gear, ha da vare ann eost ez ea kalz pelloc’h c’hoaz. Enn eur vont hag enn eur zont evelse, e sonje dalc’h-mad e pasion hor Zalver hag enn he fec’hejou he-unan, hagar sonj-se a lakea anezhi da skuill eur mor a zaelou.

Ar boan benn hag ar boan stomok zoken ne virent ket outhi da labourat ha da ober he devosionou hervez he c’hustumm. Pa remerke ne veze ket var he zu, he zuperiorez a lavare d’ezhi labourat nebeutoc’h evit espern he iec’hed. Mes Veronik a respounte raktal :