Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/418

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
410
14 a Even
sant bazil, eskop ha doktor


Eunn droiad all, eunn heretik aheurtet a lavaraz d’ezhan ne gredje biken e vije Jezuz-Krist e sakramant ann aoter nemed guelet a raje he vul o lezel ar foenn hag ar c’herc’h a gostez evit mont d’he adori enn hosti konsakret. Hogen, goude beza chomet tri devez heb tamm, ar mul-ze a guiteaz he rastell leun a foenn hag he vanjouer leun a gerc’h evit redet da zaoulina dirak ar Zakramant meulet ra vezo, a zouge ar Zant etre he zaouarn. Eunn hevelep burzud a c’hounezaz ive raktal ann heretik-se d’ar guir feiz.

Anton ne oa c’hoaz nemed c’houec’h vloaz ha tregont pa gouezaz klanv e kear Padou. Kement oa en em skuizet o prezeg, ha ken dinerzet oa dre he iuniou hag he binijennou, ma n’en doa mui nemed eur c’houezadenn vuez. He glenved eta ne oue ket hirr ha d’ann 13 a viz even 1231 ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou ha d’he labouriou apostolik. Kerkent ar vugale en em lakeaz da grial dre ar ruiou : « — Ema maro ar Zant! » He bedi a reer dreist peb tra evit kaout ann traou dianket.


SONJIT ERVAD

Sant Anton a Badou ne oa nemed c’houec’h vloaz ha tregont pa varvaz, ha goulskoude peger braz n’e ket bet he virit dirak Doue, ha peger kaer n’e ket ive brema he gurunenn er baradoz ! Pa zervicher Doue a greiz kaloun, ha pa ne garer nemethan, n’euz ket a ezomm da veza pedi evit dastum dirazhan eunn tenzor a veritou, ha gounit ive dre eno eur renk huel ebarz enn env.





ar pevarzekved devez a viz even


SANT BAZIL, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Sant Bazil a ioa ganet er C’happados, hag a reaz he studi e Atheenn asambles gant sant Gregor a Nazians. Goudeze e teuaz da veza ker brudet dre he zeskadurez hag he vertuziou ma oue leshanvet Bazil-Ar-Braz.