distro evit beva he-unan gant Doue. Tri bloaz a dremenaz eno e kleuz eur garrek, el leac’h ma c’helle a veac’h sevel enn he za hag astenn he zivesker da c’hourvez. Iun a reaz bemdez epad ann amzer-ze, ha n’en doa ken guele nemed ann douar, na ken dillad nemed eur zae reun.
Goulskoude ann drouk-spered n’hen lezaz ket e peoc’h. Tentet e oue enn eur feson skrijuz, kaer en devoa kastiza he gorf dre ar binijenn. Mes ann elez a deue d’he velet aliez hag a roe nerz d’he ene. Abarz ar fin unan bennag a lavaraz d’ezhan a vije krentoc’h c’hoaz a enep ann drouk-spered ma vije belek, abalamour dar gommunion a raje bemdez. Per a heuliaz ann ali-ze, ha prest goude ez eaz da Rom da reseo ann Ursiou sakr.
Eur vech belek, e chomaz pemp bloaz enn eunn toull a ioa enn douar dindan menez Morroni, ha ne c’houfe den lavaret pegement a boan en devoue eno gant ann naoun, ar zec’hed, aan dommder hag ar ienien. Ouspenn-ze, ann drouk-spered a glaskaz rei d’ezhan da gredi n’oa ket din da lavaret ann offerenn bemdez, hag ann dra-ma a lakeaz eur beac’h-enkrez spountuz var he goustians. Mes kounta a eure d’he gonfesour e pe seurt nec’hamant ec’h en em gave, ha ker buhan e oue dizammet euz ar beac’h-enkrez-se.
Ar c’heuneud a ioa enn dro d’he ermitach o veza bet trouc’het, ar Zant en em dennaz var menez Majella gant daou ziskib hag o doa c’hoant da gemeret skouer diouthan ha da veva enn he goumpagnunez. Heb dale n’e ket daou ziskib hebken en devoue, mes kement a ioa anezho ma oue red sevel eur gouent evit ho loja. Ar gouent-se a oue savet var menez Morroni ha setu aze penaoz e teuaz Per da veza ar penn, pe ar foundatour, euz a eunn Urs nevez a venac’h. Araok he varo, ez oa dija betek c’houec’h kant manac’h euz ann Urs nevez-ma, hanvet a-c’houdevez Urs ann Tadou Selestined.
Etre daou e varvaz ar Pab Nikolas IV, hag ar Zant a oue choazet evit delc’her he blas. Kenta tra a reaz, pa glevaz ar c’helou-ze, a oue klask mont da guzat ; mes miret e oue outhan. Senti a reaz eta ouz ar gardinaled ;