« Pater, manifestavi nomen tuum, etc. ; Va Zad, prezeget am euz hoc’h hano d’ann dud.....ha setu brema ez ann davedhoc’h. »
Eunn den fall euz a gear Sienn a gomzaz d’ar zant-ma a draou vil enn amzer ma’z oa c’hoaz krouadur. Kerkent ar paotrik a c’halvas he gamaladed, ha neuze e redjont holl asambles varlerc’h al libertin-ze a daoliou mein. Setu aze petra dlefe ar vugale da ober da gement hini a glask deski d’ezho ann drouk hag ho dougen d’ar pec’hed. Ar seurt tud-se ne d’int nemed bleizi dislonket gant ann ifern evit taga ann eneou. Hogen, pa vez ar bleiz er vro, e krier, a bouez-penn euz ann eil tachenn d’eben : « — Harz ar bleiz ! harz ar bleiz ! » Bugale, grit eta evit diouall hoc’h ene ar pez a rit evit diouall ho loaned, ha c’houi, tadou ha mammou, bezit ato var evez gant aoun na ve taget eneou ho pugale gant ar bleiz.
er Selestin a ioa ginidik euz ann Itali. He dad hag he
vamm n’o devoa nemed poan ho divreac’h evit beva ;
mes tud a zoujans Doue oant. Daouzek mab o devoue,
ha Per oa ann unnekved anezho. Eunn devez m’edo he
vamm o kaozeal ganthan ha gant he vreudeur hag he
c’hoarezed, e lavaraz evelhenn d’ezho: « — Ha guir e
ve em be-me lakeat ken aliez a grouadur er bed heb
na zeufe nikun anezho da veza eur zervicher braz da
Zoue ? » Per a respountaz raktal: « — Evidon-me
n’em euz ken ioul nemed da zervicha Doue euz a
greiz va c’haloun. » Ar vamm devot a oue joa ganthi
klevet eunn hevelep respount, ha kerkent, e kasaz he
mab d’ar skol. N’e devoue ket a geuz, rak Per a reaz
henor d’ezhi dre he aked da studia, ha muioc’h c’hoaz
dre he furnez hag he vertuz.
Mes n’en em gave ket enn he eaz er bed, ha pa oue echu he studi ganthan, ec’h en em dennaz enn eur plas