Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/357

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 a Vae
349
sant venans, merzer

abardaez, Venans a ioa dija hanter-varo ; mes pareet e oue adarre dre virakl. Enn devez varlerc’h e oue koundaonet da veza stlapet var he benn d’ann traon divar c’horre eur garrek huel ; mes ne oue ket glazet kennebeut o koueza divar ar garrek-se.

Neuze Antiokus, muioc’h a gounnar ennhan eget biskoaz, a reaz he stleja er meaz euz a gear var eunn hent goloet a vein bihan. Hogen, ar vourrevien a ioa eat ker skuiz o chacha varnhan ma’z oant dare gant ar zec’hed. Ar Zant en devoue truez outho, hag, enn eur ober sin ar groaz, e lakeaz eur zoursenn dour fresk da zilammet euz a eur roc’h. Lezel a eure ive roudou pennou he zaoulin var ar roc’h-ma, a veler c’hoaz hirio enn iliz a zo bet savet enn he henor e Kamerino.

Eleiz a baianed a oue test euz ar mirakl-se, hag a anavezaz raktal ar virionez euz ar relijion gristen. Mes ar gouarner aheurtet a roaz urs d’ho dibenna holl, ha Venans asambles gantho. Kerkent ar gurun a grozaz enn eur feson estlammuz, hag ann douar a grenaz. Antiokus a grogaz aoun ennhan hag a glaskaz tec’het ; mes Doue a gavaz he roudou. hag ober a reaz goall fin prest goude. Merzerenti sant Venans a erruaz e tro ar bloaz 250, enn amzer ann impalaer Des.


SONJIT ERVAD

Doue a zo en em blijet oc’h astenn merzerenti ar zant-ma evit rei tro d’ezhan da gaout brasoc’h rekoumpans enn env. Ma vije bet marvet ar vech genta ma oue bourrevet, e vije bet merzer er memes tra ; mes he gurunenn ne vije ket bet ker kaer, n’en devije ket bet eur renk ken huel etouez ar verzerien. Evelse ive ar poaniou hirr ha paduz a zigas Doue d’eomp er bed-ma a zo aliez merkou euz he garantez hag euz he drugarez enn hor c’henver. Dre ar poaniou-ze, Doue a fell d’ezhan ive rei tro d’eomp da greski hor mirit dirazhan ha da ober hor purkator var ann douar. E leac’h eta en em glemm pa jomomp pell da c’houzanv poan epad ar vuez-ma, e tlefemp kent en em istimout euruz abalamour ma c’hellomp esperout neuze kaout brasoc’h rekoumpans enn env, ha mont var ehun d’ar baradoz goude hor maro.