Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/356

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
348
18 a Vae
sant venans, merzer


Etre daou, ar gouarner a oue souezet pa glevaz n’oa ket maro Venans c’hoaz. Ordren a eure he deuler enn eur prizoun tenval, ha goudeze e kasaz d’he gaout eur zoudard hanvet Attaal, enn esper e c’hellje ar zoudard-ma dont a benn anezhan dre finesa. Attaal a lavaraz d’ar Zant : « — Me, emezhan, a zo bet kristen ive guech all ; mes kuiteat em euz ar relijion-ze pa’m euz guelet peger zot eo ar gristenien oc’h ober fae var madou ha plijadureziou ar vuez-ma evit kounta hebken var re ar vuez da zont. » Mes, kaer en devoue, Venans n’her selaouaz ket muioc’h eget n’en devoa selaouet Antiokus he-unan.

Neuze ar gouarner a reaz terri ha bruzuna he zent d’ar c’hristen iaouank, ha goudeze e lavaraz stlepel anezhan enn eunn toull el leac’h ma veze dastumet kement seurt loudouriach a ioa e kear. Mes tennet e oue ac’hano gant eunn eal, ha setu Antiokus nec’hetoc’h eget biskoaz. Enn dro-ma e lakeaz ar Zant etre daouarn eur barner all. Hogen, ar barner-ma a gouezaz divar he gador enn eur grial: « — Doue Venans eo ar guir Doue, taolit hon re-ni d’ann traon ; » ha kerkent e tremenaz.

Pa glevaz ar gouarner petra ioa erruet, e roaz urs dioc’htu da leusker al loaned var ar Zant. Mes, o burzud! d’ann ampoent ma’z oa ann dud henvel ouz tigred, al leoned-se a deuaz, er c’hountrol, da veza henvel ouz oaned. Gourvez a rejont eharz treid Venans heb ober drouk ebed d’ezhan, hag epad ann amzer-ze ar merzer kalounek a brezege d’ar bobl feiz Jezuz-Krist. Red e oue eta he gas d’ar prizoun enn dro.

Antronoz, ar belek Porphir, ann hini en doa badezet ar paian Anastaz, a ieaz da gaout Antiokus hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Enn noz-ma, me zonje d’inn guelet Venans o vadezi eur maread tud, hag ann dud-se a ioa skeduz evel ann heol epad m’edoc’h, c’houi, e kreiz eunn denvalijenn vraz. » Ar c’homzou-ma a lakeaz ar gouarner da vont enn egar, ha setu hen hag ordren dibenna Porphir var ann heur ha ruill Venans hed ann deiz etouez ann drez hag ar spern. A benn ann