Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/334

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
326
10 a Vae
sant antonin, eskop

teaz ho c’hredennou faoz evit heul adarre ar guir relijion. Erfin, dre urs ann impalaer Theodoz, ann ilizou a oue roet enn dro d’ar gristenien gatholik, ha var reked ar bobl, ar Zant a oue hanvet da eskop e Konstantinopl. Mes, o veza ma’z oa eskibien all hag a gave abeg er choaz a ioa great anezhan, e roaz prest ann dilez euz he garg evit distrei da Nazians.

Gregor en em dennaz goudeze enn eunn ti var ar meaz, hag eno e varvaz e peoc’h hag enn eunn oad braz etro ar bloaz 390. Ouspenn ar zarmouniou kaer en deuz lezet dre skrid, ar zant-ma en deuz skrivet c’hoaz kalz liziri ha great meur a levr all evit kelennadurez ann dud fidel.

KENTELIOU SANT GREGOR A NAZIANS

Da genta. — Ken aliez guech ma tennomp hon halan, e tlefemp sonjal e Doue p’e guir da bep mare Doue a astenn hor buez hag hor c’harg euz he c’hrasou.

D’ann eil. — Red eo suja da Zoue ha d’ann dud : da Zoue evit meur a rezoun, ha d’ann dud evit maga ar peoc’h hag ar garantez.

D’ann trede. — Eunn dra meulabl na talvouduz eo delc’her var ann teod pa vezer poulzet da gomz dre zrouk.

D’ar pevare. — Evit gouarn ann teod n’euz netra guell eged en em voaza da devel avechou.






ar dekved devez a viz mae


SANT ANTONIN, ESKOP
————


Antonin a ioa ginidik euz a gear Florans enn Itali, hag a roaz enn he vugaleach merkou kaer euz he zantelez da zont. He vrasa plijadur oa lenn buez ar Zent, hag aliez, goude beza bet er skol, e chome meur a heur dioc’htu da bedi Doue hag ar Verc’hez eharz ann aoteriou. D’ann oad a c’houezek vloaz e c’houlennaz beza resevet enn Urs sant Dominik, ha divar neuze e oue evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou.

Ato e veze ar c’henta er c’heur evit ann offis a veze kanet da hanter-noz, ha goude ann offis-se e chome var